Roue Uhel Iwerzhon
Roue Uhel Iwerzhon (Iwerzhoneg: Ardrí na hÉireann ) a oa un titl roueel en Iwerzhon Ouezelek dalc'het gant roue ar rouaned, hag a rene war Iwerzhon a-bezh. Roet e voe da rouaned istorel kement ha da dudennoù gwengelel pe hanter-wengelel eus ar grennamzer uhel.
Iskevrennad eus | roue Iwerzhon |
---|---|
Stad | Iwerzhon |
Roll elfennoù | listenn roueed uhel Iwerzhon |
Ul lignez didorr a Rouaned Veur a gaver e lennegezh krennamzerel Iwerzhon, hag a rene adal Run Tara war un urzhaz a rouaned izeloc'h. Istorourion a lavar e oa bet krouet an aozadur-se en VIIIvet kantved gant meur a diegezh galloudus. John T. Koch a zisklerias: "Daoust ma vije aotreet Roue Uhel Iwerzhon (pe Roue Tara) da ren war ar rouaned arall eus Iwerzhon hervez al lezenn, ne c'halle ket mestroniañ an enezenn a-bezh a-raok an IXvet kantved e gwirionez".[1]
Ar soñj ag ur roueelezh vroadel a greskas e-pad oadvezh ar Vikinged. Galloud ar Roue Uhel a c'halle mont ha dont, hogen biskoazh n'o devoa a-walc'h a c'halloud evit ren war ar vro a-bezh. Ur roll merour en devoa kentoc'h evit derc'hel ar peoc'h etre ar rouaned arall dindanañ.
Daveoù
kemmañ- ↑ Koch, John (2006). Celtic Culture: A Historical Encyclopedia. ABC-CLIO. 1663–1664 p.