Iwerzhon Ouezelek (Iwerzhoneg: Éire Ghaelach ) a oa un aozadur politikel gouezelek diazezet en Iwerzhon adal ar prantad ragistorel betek deroù ar XVIIvet kantved. A-raok donedigezh an Normaned e 1169 e oa gouezelek Iwerzhon a-bezh. Goude an aloubadeg e voe troc'het diouzh al levezon ouezelek an tachadoù aloubet hag anvet ar "Pale" ("ar gloued"). Iwerzhon Ouezelek a oa un hollad kenaozet gant tiriadoù renet gant tierned dilennet hervez ur sistem-hêrezh anvet Tánaiste. Boazet e oa ar meuriadoù da vrezeliñ an eil ouzh egile mes ur wezh an amzer e veze dilennet ur rener galloudus da vout karget gant an titl Ard rí Érenn ("Roue Uhel Iwerzhon"). Ar gevredigezh a oa savet gant klanoù ha frammet hervez kastaoù. D'ar c'houlz-se e oa diazezet an armerzh war ar chatalerezh tra ma ne veze ket arveret an arc'hant alies.[1] Ur sevenadur gouezelek a c'hall bout anavezet dre ar gwisk, ar c'horoll, ar sport, an disavouriezh hag an arzoù. Kendeuziñ a reas a-c'houde an XIIIvet kantved gant ar sevenadur angl-ha-norman da grouiñ an arz enezat.

Kartenn broioù Iwerzhon e 900.

Relijion Iwerzhon e deroù ar grennamzer a oa liesdoue ha treuzkaset e veze ar seanchas ("an hengoun") dre gomz. Lizherenneg an oghamoù a veze implijet adal ar c'hentañ kantved. An emdroadur davet ar gristeniezh a lakaas ar gloareion da skrivañ lennegezh kozh Iwerzhon, ha kristenaet e voe he gwengeloù pinvidik, kement hag he lezennoù kemplezh. E-pad ar grennamzer e oa eus Iwerzhon ur greizenn speredel ha kefredel vras, ar visonerion iwerzhonat hag o c'helennerion a strewas ar gristeniezh dre holl vroioù Europa ar C'hornôg. Un harp e voe evit kristenidigezh an Angled-ha-Saozon e Breizh-Veur, ha lod ag Europa ar c'hevandir.

En IXvet kantved e krogas ar Vikinged da argadiñ aodoù Iwerzhon ha da sevel kampoù hag a zeuio da vezañ kêrioù evit lod anezhe. Mes gouezelekaet int bet dre an amzer ha daet int da vout Gouezeled-ha-Norzhiz. Diwezhatoc'h e teuas an aloubadeg Iwerzhon gant an Normaned e 1169-71, hag aze e kouezhas un tiriad bras etre krabanoù an aotrouion norman. A-c'houde an darvoud-se e tarzhas brezelioù didermen etre int hag ar Ouezeled. Goude meur a emgann e embannas Herri II e riegezh war Iwerzhon. Hogen menel a reas ar reizhiad krennamzerel ouezelek en tiriadoù na oant ket renet gant an Normaned. Al lodenn aloubet a zeuas da vout ar Pale.

E 1542 e troas ar Pale da vout Rouantelezh Iwerzhon pa voe roet da Henry VIII an titl a Roue Iwerzhon. Ar Saozon a savas un arme da aloubiñ an enezenn en-dro, hag Iwerzhon a-bezh a voe bazhyevet gante a-c'houde 1607, o kas kuit ar riegezh politikel kozh gouezelek.

Gwelet ivez

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Simms, Katharine (1978). "Guesting and Feasting in Gaelic Ireland". Journal of the Royal Society of Antiquaries of Ireland 108: 67–100