Yezhoù gouezelek
Ar yezhoù gouezelek a ya d’ober unan eus an daou skourr a zo e-touez ar yezhoù keltiek. Bremañ e kaozeer teir yezh ouezelek kar hogen disheñvel en inizi Breizh-Veur, Iwerzhon ha Manav :
- An iwerzhoneg, komzet en Iwerzhon.
- Ar skoseg, pe Gouezeleg Skos, komzet e Bro-Skos.
- Ar manaveg, a zo bet darbet dezhañ mont da get hag a gomzer en-dro war Enez Vanav.
Deveret eo ar yezhoù gouezelek eus an henouezeleg a veze komzet en Iwerzhon, hag a voe skrivet adalek an 8vet kantved d’an nebeutañ. Gant Gouezeled Iwerzhon e voe taget aodoù ar vro a oa e-kichen o hini ha goude se en em ziazezjont da vat e mervent Bro-Skos. Gounit tachenn a reas o yezh (ar gouezeleg) alese ha dont a reas da vezañ komzet en darn vrasañ eus Skos betek ar 17vet kantved.
En em ledañ a reas ar gouezeleg ivez en Enez Vanav, ha daoust ma varvas ar manaveger a-vihanik diwezhañ en ugentvet kantved, ez eus tud c’hoazh a ra gant ar yezh-se eno hag un doare adsav zo.
Daoust d’ar gerentiezh zo etre an teir yezh-se, ez int yezhoù disheñvel. Splann a-walc’h eo ar c’hemmoù er skritur, dreist-holl etre ar manaveg a zo levezonet e zoare-skrivañ gant hini ar saozneg hag an div yezh all. Abaoe ma’z eus bet degaset kemmoù e doare-skrivañ gouezeleg Iwerzhon, en ugentvet kantved, eo deuet da vezañ disheñveloc’h diouzh gouezeleg Skos.
Setu an anvioù a roer da bep yezh en he bro :
- Gaeilge evit gouezeleg Iwerzhon (pe iwerzhoneg)
- Gàidhlig evit gouezeleg Skos (pe skoseg)
- Gaelg evit gouezeleg Manav (pe manaveg)
Yezhoù predenek a reer eus an teir yezh keltiek all.
Levrlennadur
kemmañ- Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, Hor Yezh