Ailill mac Máta eo roue ar Gonnachted ha pried ar rouanez Medb[1] e kelc'hiad Ulaid e gwengelouriezh Iwerzhon. Adalek Ráth Cruachan e Ros Comáin e rene.

Tiegezh

kemmañ

Mamm Ailil eo Máta Muirisc, merc'h Mága ag ar Fir Ol nEchmacht, ur skourr ag ar gonnachted. E dad eo Rus Ruad, roue al Laiginiz, hag e vreudeur e oa Cairbre Nia Fer, roue Tara, Find Fili, ha, e testennoù zo, Cathbad, penn-drouiz Conchobar mac Nessa ag Ulaid. En Táin Bó Cúailnge e lavarer e voe dibabet gant Medb evel gwaz, e-lec'h Find, Cairbre and Conchobar, rak ne oa nemetañ en o zouez a oa hep drouk, na gwarizi, nag aon.

Ailill ha Medb o doa seizh mab anvet Maine an holl anezho. Anvioù arall o doa, a-raok bout adanvet goude ma c'houlennas gant un drouiz pe hani a lazho Conhobar ha resev ar respont "Maine". An holl a voe adanvet evel-se:

  • Fedlimid became Maine Athramail ("evel e dad")
  • Cairbre became Maine Máthramail ("evel e vamm")
  • Eochaid became Maine Andoe ("ar prim")
  • Fergus became Maine Taí ("ar sioul")
  • Cet became Maine Mórgor ("an hani bras e zever")
  • Sin became Maine Mílscothach ("prezeg a vel")
  • Dáire became Maine Móepirt ("diziskrivadus")

Sevenet e voe an diougan pa zeuas Maine Andoe a-benn da lazhañ Conchobar, mab Arthur, mab Bruide, ha ne oa ket Conchobar mac Nessa, evel ma soñje Medb. Ur verc'h en doa ivez, Findabair.[2]

Testennoù

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Matson, Gienna: Celtic Mythology A to Z, page 2. Chelsea House, 2004. (ISBN 978-1-60413-413-1)
  2. Matson, Gienna: Celtic Mythology A to Z, page 2. Chelsea House, 2004. (ISBN 978-1-60413-413-1)ISBN 978-1-60413-413-1