Mor Iwerzhon
mor
Mor Iwerzhon a zo ur mor e Gwalarn Europa, etre enez Iwerzhon hag enez Vreizh-Veur, ha dezhañ ur gorread 104 000 km2. Digor eo war ar Meurvor Atlantel er Su, gant Kanol Sant Jord, a zo etre Iwerzhon ha Kembre, ha gant Kanol an Hanternoz en Norzh, etre Skos hag Iwerzhon. E-kreiz Mor Iwerzhon emañ Enez Vanav.
Mor Iwerzhon
Rann eus | Meurvor Norzh Atlantel |
---|---|
Bro an diazad | Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon, Manav |
Anvet diwar | Iwerzhon |
Stad | Rouantelezh-Unanet, Iwerzhon |
Daveennoù douaroniel | 53°30′0″N 5°0′0″W |