Cúige Uladh
(Adkaset eus Ulaidh)
- Gant ar ger Ulster e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Ulster (disheñvelout).
Cúige Uladh, pe Ulaidh, en iwerzhoneg, hag Ulad pe Bro-Ulad e brezhoneg (Ulster e saozneg), zo unan eus peder froviñs Iwerzhon, hag un darn anezhi dindan ar Rouantelezh-Unanet (Norzhiwerzhon).
Ulaidh (Ulster) | |
Stadegoù | |
Gorread : | 24.481 km² |
Poblañs : | 2 105 666 (istimadur) (2011) |
Kartenn | |
Kontelezhioù Ulaidh
kemmañNav c'hontelezh a ya d'ober Ulaidh. C'hwec'h anezho a zo e Norzhiwerzhon ha teir er Republik.
- kontelezh Aontroim (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh Ard Mhacha (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh An Cabhán (er Republik)
- kontelezh Doire (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh An Dún (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh Dún na nGall (er Republik)
- kontelezh Fear Manach (e Norzhiwerzhon)
- kontelezh Muineachán (er Republik)
- kontelezh Tír Eoghain (e Norzhiwerzhon)