Hungaria

(Adkaset eus Hungariat)
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Hungaria, en hungareg Magyarország (distaget : [ˈmɒɟɒrorsaːɡ] (LFE)), a zo ur vro dizalc'h e kreizig-kreiz kevandir Europa. Ezelez eo Hungaria eus Unaniezh Europa hag eus AFNA.

Flag of Europe.svg
Unaniezh Europa]]
Magyarország
Banniel Hungaria Skoed-ardamez Hungaria
Banniel Ardamezioù
LocationHungary.png
Kan broadel Himnusz
Yezh ofisiel Hungareg
Kêr-benn Budapest
Gorread
-En holl
-% dour

93 030 km²
0.74%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

10 085 000 (2005)
108.5/km²
Prezidant János Áder
Kentañ ministr Viktor Orbán
Gouel broadel 15 a viz Meurzh,
20 a viz Eost
Moneiz Forint (HUF)
Kod pellgomz 36
Kod Internet .hu

En-dro da Hungaria emañ Slovakia en hanternoz, Ukraina er biz, Roumania er reter, Serbia, Kroatia ha Slovenia er c'hreisteiz, hag Aostria er c'hornôg.

Budapest eo ar gêr-benn (gant tremen 2 vilion a annezidi). E-touez ar c'hêrioù bras all e c'haller menegiñ Debrecen, Miskolc, Szeged ha Pécs.

E-touez an 10 milion a dud a zo er vro, ez eus 99% anezhe hag a zo Hungariz. Tremen an hanter anezho zo katoliged ha war-dro 20% zo protestanted.

IstorAozañ

E miz Du 1956 e teuas ouzhpenn 4000 tank eus al Lu Ruz da flastrañ an emsavadeg enep-komunour hag enep-soviedel a oa diwanet er vro. Nagennet e oa bet ar galloud komunour gant kalz skrivagnerien, skiantourien ha micherourien hungariat, hag emgannoù a voe gant ar Sovieted er vro a-bezh adalek ar 23 a viz Here. 3000 den a voe lazhet gant ar Sovieted.

LevrlennnadurAozañ

  • Al Liamm niv. 61, 1957, niverenn ispisial diwar-benn Hungaria.
  • KOSTIOU Jeremi, Ar C'hi daou lost a-enep Orbán, e Le Peuple Breton/Pobl Vreizh, miz Gouere/Eost 2018, niv. 654/655, pp. 30-31.

SkrivagnerienAozañ

MelldroaderienAozañ