Kelted

(Adkaset eus Kelt)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar Gelted zo anezho un tolpad pobloù eus ar C'hentistor, bet o kantren e-kreiz Azia da gentañ, hag aet da aloubiñ an darn vuiañ eus Europa diwezhatoc'h.

Kelted
Sevenadur, style, historical ethnic group
Iskevrennad eusmeuriad, historical ethnic group Kemmañ
Heuliet gantCeltic people Kemmañ

Anavezet eo o sevenadur diwar kavadennoù an hendraourien, pe an arkeologiezh, hag un nebeud testennoù skrivet diwar o fenn. Savet eo bet ar skridoù-se gant tud ha ne oant ket Kelted peurvuiañ, nemet ar re savet e Bro-Iwerzhon e deroù ar Grennamzer, setu perak ez eo aet da get roudoù o stuzeghezhioù hag o c'hredennoù dindan pouez brasoc'h-brasañ ar gristeniezh.

N'eus ket kalz a destennoù e yezhoù keltiek a veze implijet en Henamzer pa ne grede ket ar Gelted kozh skrivañ ar pezh a gredent hag ar pezh a ouient evit abegoù relijiel marteze. Chomet eo ar yezhoù keltiek implijet hiziv ha meur a roud eus o bezioù hag o savadurioù (savadurioù-difenn, roudoù o atantoù hag o zemploù).

Orin an anvadur

kemmañ
Addisplegoù war Brezel Galia gant Kaezar (embannadur 1783)

N'anavezer ket an anv a rae ar Gelted anezho o-unan ha degaset eo bet ar gerioù Keltoï (gresianeg) ha lingua celta (yezh keltiek) gant tud ar sevenadurioù all (Gresianed ha Romaned).

Gallia est omnis divisa in partes tres, quarum unam incolunt Belgae, aliam Aquitani, tertiam qui ipsorum lingua Celtae, nostra Galli appellantur.|Julius Kaezar en e levr De Bello Gallico. Teir rann a ya d'ober Galia, ar v-Belged en unan anezhi, an Akwitaned en eil hag en trede rann ar re a ra anezho o-unan er yezh keltiek ar C'halianed.

Kinniget ez eus bet meur a c'herdarzh evit ar ger "kelt" :

  • ar wrizienn indezeuropek "*kel pe *kol «trevadenn(er)»
  • ar wrizienn indezeuropek *keleto «herr» pa veze kustum ar Gelted da zilec'hiañ buan war varc'h
  • ar wrizienn henvrezhonek "*kaled" (kalet e brezhoneg hiziv) a gaver ivez e-barzh anv pobl ar "Caledonii" (en Henamzer e Bro-Skos). Marteze ne oa ket bet miret ar stumm kal gant ar C'hresianed p'o doa ur ger re dost dezhañ (kala = kened).

Lod o deus soñjet e oa keltoï da vezañ tostaet ouzh ar ger germanek "hahlen" (kuzh), met diaes eo kompren peseurt liamm a zo etre ar yezhoù germanek hag ar yezhoù keltiek, nemet o orin indezeuropek. Tostaet eo bet ar Geltoï, ar C'halated (ur meuriad kelt aet da Azia-Vihannañ) hag ar C'halli (Galianed), met n'eo ket sur evit tud a gred e teu Galated ha Galli eus ar ger keltiek ha germanek a dalvez evit estrañjour pe alouber.

Evit ar yezhoù keltiek, sell ouzh pajenn ar yezhoù keltiek.

Istor ar Gelted

kemmañ

Mammennoù kentistorel

kemmañ
Kartenn Sevenadur Hallstatt

E diskiblezhioù akademiek a bep seurt e vez sellet ouzh ar Gelted evel un anadenn eus Oadvezh an Houarn e Kreiz Europa, dre ar sevenadurioù Hallstatt ha hini La Tène. Rouez eo ar c’havadelloù arkeologoel a-fet ar sevenadur Hallstatt ha hini La Tène el ledenez iberek, ha dre-se ne n’eus ket trawalc’h a brouennoù evit lavaret e oa bet ur senario sevenadurel heñvel ouzh hini Kreiz Europa. Ken diaes eo ober ul liamm etre orin al ledenez kelt ha sevenadur ar parkadoù jarligoù kañv kent. Dre-se e soñjer abaoe nebeut amzer e oa bet ur seulad kentistorel hag un argerzh sevenadur a oa bet an deroù anezhañ en Oadvezh an Arem Sevenadur kloc'hheñvel.[1]

Sevenadur Oadvezh an Houarn Hallstatt (war-dro 800 kent J.-K.) ha hini La Tène (war-dro 500-50 kent) zo liammet peurliesañ ouzh ar C’hentistor hag ar Sevenadur keltiek.[2].

Aet e oa ar Sevenadur La Tène war-raok hag e barr e bleuñv e oa bet e-pad Eil Oadvezh an Houarn (adalek 450 goude J.-K. betek aloubadenn ar Romaned er c’hantved kentañ goude J.-K.) e reter Frañs, e Suis, en Aostria, e mervent Alamagn, e Republik Tchekia, e Slovakia hag en Hungaria. Aet e oa war-raok er-maez eus ar sevenadur Hallstatt hep ma vije un torr er sevenadur, dindan levezon vras ar sevenadur gresian, ha goude gant sevenadur an Etrusked. Cheñchet e oa bet diazezadurioù kreizennoù zo er 4e kantved.

Sevenadur La Tène ar C’hornôg a glot gant Galia Geltiek istorel. Ma talvez an dra-se e oa lakaet holl ar sevenadur La Tène war anv ur bobl gelt unvan ez eo diaes da briziañ; henoniourien o devez kendastumet meur a wech ne oa ket ar yezh, ar sevenadur danvezel hag ar c’henezeladur politikel o ren keñver-ha-keñver dre ret. Stadañ a ra Frey an dra-se er 5vet kantved, “Ne oa ket heñvel al lidoù kañv er bed keltiek; strolladoù lec’hiet o doa o c’hredenn dezho o-unan ha dre-se o doa bet ivez eztaoladennoù arzel disheñvel”[3]. Neuze, tra ma klot sur a-walc’h ar sevenadur La Tène gant Galia, e c’hall bezañ dleet an artefaktoù La Tène d’an darempredoù sevenadurel ha ne lavar ket e veze bepred bezant ar geltiegerien.

Sevenadurioù Hallstatt & La Tene

Mammennoù istorel

kemmañ

Embann a reas Polybius un istor eus Roma war-dro 150 kent J.K., m’en doa deskrivet Galia hag Italia hag ar brezelioù a oa etrezo ha Roma. Lavarout a reas Pausanias “en eil kantved kent J.-K. e veve ar C’halianed, a veze anvet ar Gelted da gentañ, er ur vro er penn bellañ eus Europa war aod ur mor divent.” Deskrivañ a reas Posidonius Su Galia war-dro 100 kent J.-K. Kollet e oa bet e labour, koulskoude, daoust ma oa bet implijet diwezhatoc’h gant skrivagnerien evel Strabo. El levr diwezhañ, bet skrivet er 1añ kantved goude J.-K., e komzer eus Breizh-Veur ha Galia, koulz hag Hispania, Italia ha Galatia. Skrivañ a reas Kaezar diwar-benn Brezelioù Galia (Commentarii de Bello Gallico) e 58-51 kent J.-K. Diodorus Siculus a skrivas diwar-benn ar Gelted eus Galia ha Breizh-Veur en en unan al levrioù Istor bet skrivet gantañ.

Kelted ar c’hevandir

kemmañ
 
Galia war-dro 54 kent J.-K.
Pennad pennañ: Galia

E deroù istor Europa e veve ar Gelted neuze en tiriad a anver Frañs hiziv hag a veze graet Galia anezhi d’ar mare-se gant ar Romaned. Tiriad ar pobloù a c’hoarveze, war a seblant, eus an Izelvroioù, an Alpoù hag ar rannvro a anver Norzh Italia hiziv. Diskennidi ar pobloù-se a oa bet deskrivet gant Julius Kaezar en e levr "Brezelioù Galia. Reter Galia a oa kalon ar sevenadur kornôgel la Tène. En eil Oadvezh an Houarn e oa heñvel an aozadur sokial ouzh hini ar Romaned, gant kerioù bras. Adalek an 3e kantved kent J.-K. o doa ar C'halianed degemeret ar moneiz, koulz hag ar skridoù gant lizherennoù gresian a veze anavezet e Su Galia abaoe an eil kantved.

Marc'hadourien c'hresian o doa diazezet Marsilha war-dro 600 kent J.-K., evit eskemmañ gant Traoñienn ar Ron, met nebeut amzer goude 500 goude J.-K. e oa bet direizhet ar c’henwerzh ha lakaet da dreiñ dreist an Alpoù war-du traoñienn ar Po en Italia. En em gavout a reas ar Romaned e traoñienn ar Ron en eil kantved goude J.-K. ha kavet o doa ur C’halia ma veze komzet keltieg dreist-holl. Ezhomm he doa Roma da astenn ar c’hehentiñ gant he froviñsoù iberek ha trec'h e oa bet war ar bobl Saluvii goude bezañ brezelet ganto en Entremont e 124-123 kent J.-K. Tamm-ha-tamm e kontrollas ar Romaned an astenn, hag ar Broviñs roman a voe krouet a-hed a-hed aod kreizdouarel. Anavezet e oa ar peurrest evel Galia.

E 58 kent J.-K. o doa divizet ar bobl Helveteii envroañ war-du ar c’hornôg met rediet e oant bet gant Julius Kaezar da vont war o giz. Neuze en doa brezelet gant meuriadoù a bep seurt e Galia ha war-dro 55 kent J.-K. e oa bet aloubet an darn-vrasañ eus Galia. E 52 kent J.-K. en em savas Verkingetorix a-enep aloubadenn ar Romaned met trec’h a oa bet warno pa oant bet o lakaat ar seziz war Alezia ha kodianet o doa gantañ.

Da-heul Brezelioù Galia 58-51 kent J.-K. ez ae Keltia d’ober al lodenn vrasañ eus ar C’halia Roman. Diskouez a ra an lec’hanvioù dielfennet e vez graet gant ar c’heltieg e reter ar Garona hag e su ar Saena hag ar Marne.

Iberia

kemmañ
 
Takadoù ar yezhoù pennañ en Iberia. E glas emañ ar yezhoù keltiek, war-dro 300 kent J.-K.
Pennad pennañ: Keltiberianed

Betek dibenn an 19vet kantved e veze anavezet ar Gelted eus al ledenez iberek gant ar ouizien evel ur sevenadur danvezel a denn d’ar sevenadurioù Hallstatt ha La Tène. Ne oa ket nemeur a bobloù kelt en Iberia, hervez ar pezh a ouzer diwar-benn Oadvezh an Houarn en 19vet kantved ha n'eus ket eus ur senario sevenadurel ken aes da sevel ha hini Kreiz Europa. Soñjal a reer e oa eus tri seurt Kelted en Iberia : Ar Geltiberianed er menezioù e-kreiz al Ledenez Iberek, ar Celtici er mervent, hag ar Gelted er gwalarn.

Ar ouizien a vremañ, koulskoude, o deus prouet splann e oa eus ar Gelted en Iberia ha levezon vras o doa bet ar re-se enni, dreist-holl e rannvroioù ar c’hornôg hag an norzh. Rannet eo bet Ar Gelted en Iberia e daou strollad henoniel ha sevenadurel, ha pa ne vefe ket gwall splann an doare da vezañ rannet anezho evel-se : *ur strollad a veve a-hed aodoù Galizia hag a-hed aodoù atlantel Iberia. Bevañ a raent e Lusitania (e Portugal) hag er rannvro geltiek, a veze anvet Celticia gant Strabo, a oa e mervent al ledenez iberek, en ur gontañ e-barzh an Algarve, ma veve ar pobloù Celtici, Vettones ha Vacceani (eus gwalarn kreiz Spagn) hag ar pobloù Gallaecia, Astures ha Cantabrian eus sevenadur ar C’hastelloù, e norzh hag e gwalarn Spagn ha Portugal.

  • Strollad ar Geltiberianed eus kreiz Spagn ha traoñienn uhelañ an Ebre. Eus an tiriadoù zo e Frañs hiziv an deiz e oa deuet ar bobl-se da annezañ Iberia, e-touez ar pobloù iberek a oa enni dija.

Dre studiañ orin ar Geltiberianed e c’hallfec’h intent gwelloc’h an argerzh annezañ ar Gelted er peurrest eus al ledenez. N'eo ket an argerzh annezañ mervent al ledenez gant ar ar bobl Keltoi, koulskoude, un dra aes da gompren. Studiadennoù zo bet graet nevez zo war ar pobloù Callaici ha Bracari e gwalarn Portugal ha doareoù nevez da gompren ar sevenadur keltiek (yezh, arz ha relijion) zo bremañ e gwalarn Iberia.

Alpoù ha traoñienn ar Po

kemmañ

E-pad pell amzer e ouiemp e oa bet un takad keltiek (Lepontic, a oa anvet Keltia Cisalpina, e norzh Italia. Enskrivadurioù eus ar 6vet kantved kent J.-K., evit gwir, a oa bet kavet ennañ.

Al lec'hiad Golasecca, m’en em daol ar stêr Ticino eus al Lenn Maggiore, a oa ul lec'h a-feson evit ober eskemmoù en diabell, ma oa ar C'holasccanied hanterourien etre an Etrusked hag ar sevenadur Halstaat eus Aostria. Kementadoù bras a holen a veze eskemmet etrezo.

 
Saviad arsevenadur Golasecca war-du su ar sevenadur Hallstatt.

E 391 kent J.-K. e oa tremenet ar Gelted, o doa o ziez-annez en tu all d’an Alpoù, dre an odeoù gant o holl nerzhioù hag aloubet o doa an tiriad etre an Appenninoù hag an Alpoù, hervez Diodorus Siculus, traoñienn ar Po hag ar peurrest eus norzh Italia (Gallia Cisalpina), ma oa keltiegerien o chom. Milano a oa bet diazezet gant ar re-se. Diwezhatoc’h e oa bet trec’het al lu roman e-pad emgann Allia ha drastet e oa bet Roma gant ar Senoned e 390 kent J.-K.

E-pad emgann Telamon e 225 kent J.-K. e oa chomet stanket un arme bras a Gelted etre daou nerzh lu Romaned ha trec’h a oant bet warnañ.

Trec’h e oa bet ar Romaned war ar Samnited, ar Gelted hag an Etrusked, a oa kevredet an eil re gant ar re all, e-pad trede brezel ar Samnited hag adalek ar mare-se ne veze ket mui ar Gelted mestr war en Europa ar c’hevandir, met ne oa nemet e 192 kent J.-K. e krogas al luioù roman da aloubiñ rouantelezhioù diwezhañ dizalc’h ar Gelted en Italia.

En em ziazezet e oa ar Gelted muioc'h er su d'ar Po evel ma c'haller gwelet war meur a gartenn. Dismantroù e Doccia, ur gêr e proviñs Emilia-Romagna, a ginnig tiez e-ratre-vat savet gant ar Gelted adalek ar 4e kantved kent J.-K.

Ar Gelted er Balkanioù

kemmañ
 
Meuriadoù kelt e gevred Europa, Illyria ha Pannonia, war-dro ar Iañ kantved kent JK (e glas).

En em ledañ a reas ar Gelted ivez war ribloù an Danav hag e adstêrioù. Ar Scordisci, unan eus ar meuriadoù levezonus, o doa diazezet o c'hêr-benn e Singidunum (Beograd (Serbia) hiziv an deiz) en III kantved kent J.K. Diskouez a ra an torgennoù mogeriet hag ar beredoù niverus e oa stank an dud o chom e Tisza, traoñienn Vojvodina hiziv an deiz, Hungaria hag en Ukraina. An Daked o doa miret outo, koulskoude, d’en em ledañ e Roumania.

En em ziazezañ a reas ar Gelted pelloc'h er su e Trakia (Bulgaria), a oa bet renet ganto e-pad ouzhpenn ur c’hantved, hag en Anatolia, ma oant en em ziazezet evel ar C’halated. Petra bennak ma oant pell diouzh ar peurrest eus ar bed keltiek o doa kendalc'het ar C'halated d’ober gant o yezh keltiek e-pad seizh kant vloaz da nebeutañ. Sant Jerom, a oa bet o weladenniñ Ancyra (Ankara hiziv an deiz) e 373 goude J.-K., en doa keñveriet o yezh gant hini an Treveri e norzh Galia.

Ar meuriad Booi en deus roet e anv da Vohemia, Bologna hag ivez da Vavaria marteze. Artefaktoù keltiek ha beredoù zo bet dizoloet pelloc’h er reter, er broioù a anver Polonia ha Slovakia bremañ. Ur pezh moneiz keltiek (Biateg) eus Bratislava zo diskouezet war ur pezh moneiz slovak 5 kurunenn hiziv an deiz.

Evel ma ne c'haller ket prouiñ e oa bet aloubidigezhioù bras en un nebeud takadoù all d'ar mare-se e soñj ur skol a-vremañ e oa en em astennet ar yezh hag ar sevenadur keltiek en takadoù-se dre zaremprediñ kentoc’h. Testeniekaet eo aloubidigezhioù Italia hag ar Balkanioù (Gres ha kornôg Anatolia) gant ar Gelted en Istor gresian ha latin.

Niverus e oa ar Gelted e gourc'hemenn roueed Egipt. Miliadoù anezho a veze implijet e 283-246 kent J.-K. ha servijout a raent atav war-dro 186 kent J.-K. Klasket o doa diskar Plotemee II..

Avielañ Iwerzhon

kemmañ

En Iwerzhon e padas pell a-walc'h ar sevenadur keltiek dre ma oa un enezenn eus Iwerzhon. N’o doa ket treizhet al legionoù roman Mor Iwerzhon hag e-se n’o doa ket drastet sevenadur ar vro gant o hini, ha pa veze darempredoù etre ar Ouezeled hag an Impalaeriezh roman adalek ar 1añ kantved kent J.-K.

Pa voe gounezet ar pobloù kelt d’ar feiz kristen, ar re a rae ar vegenn anezho da gentañ, ez antreas Iwerzhon er Grennamzer europat. Cheñchet o doa relijion met n’o doa ket cheñchet o renkadoù belegel : kouezhañ a reas an drouizelezh en he foull met an drouized a voe kristenaet da gentañ ha dont a rejont da vezañ beleien an iliz nevez. Gant an deskadurezhioù nevez degaset d'ar seulad kelt e voe krouet ar pezh a anver ar gristenelezh keltiek.

N’anavezer ket penaos e oa bet avielet ar vro hag ar mammennoù zo en hon c'herz zo buhezioù ar sent dreist-holl. E 431 e kasas ar pab Celestin 1añ ur Galian, a oa Palladius e anv, da avielañ ar « Skoted ». E 452 ez eo ar Brezhon-ha-Roman Maewyn Succat, lesanvet sant Padrig, a zouaras en enezenn. Hañvalout a ra e oa bet an hini kentañ o kas da benn e gefridi e Laighin hag an eil en Ulaid hag e Connachta. Brudet eo Padrig rak skarzhet en dije an naeron kuit eus an enezenn ha displeget en doa kevrin an Dreinded santel war-bouez ur velchonenn deir.

Dre ma oa ar gevredigezh keltiek ur seurt doueriegezh ne c'hallas lakaat ar pobloù kelt da dreiñ d'ar feiz kristen hep kregiñ gant ar c'hlas belegek ha « diskouezet » en dije Padrig d’an drouized e oa kreñvoc’h e vre eget o re dezho-int. Ma chom roudoù zo eus an hengoun keltiek e ranko Iwerzhon talañ ouzh ur sevenadur all, hini ar Vikinged, e dibenn an VIIIvet kantved.

 
Kadour en e zav, gant Glauberg, Alamagn

N’o doa ket ar Gelted lezet war o lerc'h kalz a roudoù skrivet diwar-benn o sevenadur. Anavezout a reomp anezhañ dreist-holl gant o arz, zo bet addizoloet en eil lodenn an XXvet kantved.

Arz ar Gelted zo liesseurt ha diouzh ar mareoù hag ar rannvroioù. Levezonet e oa bet ar Gelted gant pobloù eus an diavaez ivez : an Etrusked, ar C’hresianed...da gentañ, gant ar Romaned, ar C'hermaned da c'houde hag ivez gant ar Gristeniezh. Disheñvel e oa, koulskoude, diouzh un nebeud dezverkoù bras eus arz ar sevenadurioù all :

  • taolennet e veze an doueed, war a seblant, met ne oa ket nemeur a destenioù eus ar mare gal-ha-roman pe diaes eo anavezout anezho (unan eus ar mammennoù anavezetañ eo Podhouarn Gundstrup).
  • seblantout a ra ivez ne veze ket graet kalz a zelwennoù maen gant ar Gelted, nemet an delv zo anezho en Hess pe e su Galia.

Unan eus dezverkoù pennañ an arz kelt eo e veze graet kalz a dresoù a daolenne tud pe elfennoù eus an natur, evel ar gweadegoù, ha techet e vezent da ezteuler traoù difetis. En he bleuñvenn e oa ar c’hiz-se, a oa deuet eus ar sevenadur hallstat, pa voe graet enlivadurioù an dornskridoù keltiek eus Iwerzhon pe Skos d'ar mare ma oa bet troet pobloù d'ar feiz kristen war an enezenn. Levr Kells zo e-touez an dornskridoù-se (gwelet ivez manati Iona).

  • an delv zo bet adkavet war bezioù zo a daolenn paotred en o sav, dezho kreskennoù a bep tu d'o fenn. Ouzhpenn ma taolennont kadourien e c’hallfe bezañ drouized anezho ivez. Gant ar re-mañ e veze touzet o fenn a-us d’o zal ha lezet e veze ganto o blev da greskiñ a bep tu ha plezhennoù a veze graet ganto. Ar c’hreskennoù-se a vije, a-hervez, un doare eeun da daolenniñ ar plezhennoù blev-se savet a bep tu d’o fenn.

Drouiziezh

kemmañ
 
Daou zrouiz war izelvos Autun.

A-raok ma voe aloubet Galia gant ar Romaned, ha, war a seblant, goude ma oa bet aloubet an inizi, e oa an drouiziezh perzh pennañ relijion ar Gelted kozh. Testeniekaet eo ar « gloer » zrouizel gant meur a aozer en Henamzer da vareoù disheñvel hag e lec'hioù disheñvel er bed keltiek. En Iwerzhon, hervez an hengoun, e soñjer e vije bet krouet an drouiziezh gant ar Bartholonien, hag a oa en em gavet en Iwerzhon e 312 goude J.-K. war-lerc’h al Liñvadenn. E Galia e soñjer e voe hollbouezus ar roll c’hoariet gant an drouized en emsavadeg -52 ha, goude e stourmoù ar C’halianed er c’hantved kentañ. Abalamour da unan eus ar stourmoù-se, bet danevellet gant Tacite en e “Istorioù”, e vije bet krog pennoù-bras Roma e 21 goude J.-K. da sevel a-enep an drouized c’halian.

Karget e oa ar « gloer » zrouizel da blediñ gant al lidoù sakr ha sevenadurel : an drouized hepken o doa gwir da ginnig aberzhoù tud a-wechoù met dreit-holl aberzhoù loened pe aberzhoù arouezel (evel m'eo testeniekaet war taolennoù-gouestl e koad bet krouet en andon ar Saena). Abalamour ma veze kinniget aberzhoù tud, ouzhpenn se, e voe berzet ouzh an drouized seveniñ o relijion da vare an Impalaer Tiberius Caesar Augustus (pe Klaodius Iañ evit skrivagnerien zo).

Gwirioù brientek all o doa an drouized : an deskadurezh, an diplomatiezh, an istor, al lignezouriezh, al lec'hanvadurezh, ar vezegiezh hag an divinouriezh. Hanterourien etre an doueed hag an dud e oa an drouized, dre ma oa bras o anaoudegezh (Studioù a raent war-dro 20 vloaz, hervez Julius Kaezar) ha dre ma vezent mistri war ar strobinellerezh.

An drouiz a c'hoarie ivez roll ur c'huzulier politikel evit ar roue. Int o-daou a c'hallje bezañ un daouad hag ar roue a rene e vro dindan levezon an drouiz. An drouiz Diviciacos, kempred ad Marcus Tullius Cicero a oa bet an hini kentañ o soñjal aloubiñ Galia, a oa penn politikel an Haedui, war a seblant.

Tudenn greñvañ ar gevredigezh keltiek e oa an drouiz e pep keñver. Ministr an azeulerezh, prederour, mirour an Anaoudegezh hag ar Furnez, istorour, den a lezenn hag ivez kuzulier milourel ar roue ha klas ar gadourien war un dro e oa. Posupl eo e oa bet reoliet buhez-holl ar Gelted gant an drouized da vareoù zo.

Gallout a reer soñjal en doare-se o doe an drouized ur roll diazezer evit ar sevenadur keltiek a-bezh hag evit a sell ouzh holl reolennoù ar gevredigezh kelt.

Gouzout a ouzomp hep mont re don penaos e voe aozet klas ar veleien. Tri seurt « micherioù » relijiel a vez anavezet er bed keltiek :

  • an drouiz, da lavaret eo pep ezel eus ar c'hlas belegek, a gase e gefridi e domanioù ar relijion, an aberzhañ, ar justis, an deskadurezh, ar varzhoniezh, an divinouriezh, h.a. ;
  • ar barzh a oa un arbennigour war ar varzhoniezh skrivet ha dre gomz. Kefridiet e veze da flemmañ, da pe da damall;
  • an ovat zo un devinour. Plediñ a rae dresit-holl gant an azeulerezh, an divinouriezh hag ar vezegiezh. Ar maouezed a gemere perzh er gefridi-se a ziouganerezed.

Peuzsur omp e oa eus un urzhaz drouizel e Galia ivez, hervez an testennoù latin zo chomet ha drezo e ouzer e veze aozet ur vodadeg bep bloaz gant an drouized (war dachenn an Carnutes (Latin Carnuti), e-kichen Chartres. Gouzout a reomp ganto ivez e oa ur "Grutater", da lavaret eo ur penndrouiz, en dije kemeret perzh da vat e politikerezh Galia. Ul liamm, war a seblant, e vije bet an drouizelezh, etre ar pobloù kelt.

Deiziataer relijiel

kemmañ
 
Deiziataer Coligny

Hervez mammennoù Iwerzhon e veze lusket ar bloavezh keltiek gant pevar gouel relijiel bras a oa ret. A bouez e oa daou anezho : « Samain » d’an 31 a viz Here pe d’ar 1añ a viz Du (diouzh hon deiziataer) ha “Belthaine d’an 30 a viz Ebrel pe d’ar 1añ a viz Mae. Ne oa ket ken pouezus an daou ouel all : « Imbolc » d’ar 1añ pe d’an 2 a viz C’hwevrer ha « Lugnasad d’ar 1añ a viz Eost. « Gwelet ar studiadenn gant Christian-Joseph Guyonvarc’h ha Françoise Le Roux, « Ar gouelioù keltiek », Ouest-France Université, dastumad « De mémoire d’homme : an Istor ».

  • Samain, a veze lidet d’ar 1añ a viz Du eus hon deiziataer, a glot gant deroù ar bloaz ha gant hini ar c’houlzad du. Daou goulzad hepken a oa er bloavezh keltiek : ur c’houlzad du eus Samain da Veltaine, hag ur c’houlzad sklaer. Un tregont bloaz bennak a yae d’ober ar « c’hantvedoù ». Ur gouel tremen e oa ha padout a rae ur sizhunvezh, da lavaret eo e veze lidet tri devezh a-raok ha tri devezh goude. Deroù ar bloaz nevez ha dibenn ar bloaz kozh e oa war un dro. Lidoù a veze graet gant an drouized, bodadegoù, evadegoù ha banvezioù lidel. Dibar e oa dre ma oa digor war ar « Bed all », da lavaret eo ar Sidh gant Iwerzhoniz) ha gantañ e veze harpet an darempredoù etre an dud hag an doueed. E Galia e oa ivez eus ar gouel-se, anvet “Samonios” (ar ger a dalvez da envel ar miz a glot mui pe vui gant hor miz Du). Testeniekaet eo e deiziataer Coligny.
  • Imbolc, a veze lidet d’ar 1añ a viz C’hwevrer. N’ouzer ket gwall dra diwar e benn. Ur gouel glanañ ha lufrañ e vije, a-hervez.
  • Beltaine, a veze lidet d’ar 1añ a viz Mae, a verke un torr er bloaz, da lavaret eo ez eus an tremen eus ar c’houlzad du d’ar c’houlzad sklaer, sklêrijennus. Degas a rae cheñchamantoù e buhez an dud peogwir ez adkroge an dud gant obererezhioù diouzh deiz : chaseal, brezeliñ, skrapadegoù, aloubadennoù gant ar vrezelerien, deroù labourioù an douaroù hag ar maezioù evit al labourerien-douar hag an desaverien loened.
  • Lugnasad, da lavaret eo « bodadeg Lug », a veze lidet d’ar 1añ a viz Eost da vare an eostadoù. Gouel ar roue e oa ha dreist-holl hini ar riegezh dre ma veze addasparzhet ar pinvidigezhioù. Un ehan e oa ivez evit ar soudarded. Ganto e veze lidet ar peoc’h, ar vignoniezh, ar builhentez ha berzh ar rouantelezh.

Gant deiziataer Coligny, ar vammenn bennañ zo en hor c’herz, e vez anavezet an deiziataer keltiek ganimp. Krouet e oa bet da vare ar C'halianed-ha-Romaned.

Doueed ha kredennoù

kemmañ

Unan eus ar poentoù an diaesañ da gompren eo speredelezh ar Gelted peogwir n’eus ket a vammennoù orin.

Ar Gelted o doa, a-hervez, a veze azeulet ganto mui pe vui kement a zoueed hag ar C’hresianed hag ar Romaned (tost pevar c’hant doue kelt zo bet kontet), met n’ouzer ket hag azeulet e oant er memes mod e pep lec’h er bed keltiek hag e oa ur framm hepken. Doueed pennañ ar C’halianed, hervez deskrivadurioù Julius Kaezar, koulskoude, a oa o anv heñvel ouzh anvioù an Doueed zo meneget e mojennoù iwerzhonat ar Grennamzer, hag ar memes kargoù o doa.

An aozerien latin ha gresian o doa meneget un nebeud doueed galian en o skridoù, hep lavaret perak o doa dibabet anezho : Epona, Taranis, Esus ha Lug a vez anavezet evel-se.

Dre al lec’hanvadurezh ez anavezomp un nebeud traoù diwar-benn kredennoù ar Geltde kozh. Soñjal a reomp evel-se e veze azeulet Lug war an uhelennoù. Al lec’hanv Da skouer, “Lugdunum”, deuet da vezañ Lyon hiziv an deiz, a dalvez kreñvlec’h pe meneg Lug.

 
Munud eus unan panelloù diabarzh pod-houarn Gunestrup, Mirdi broadel Danmark, Kopenhagen

Sevel a ra kudennoù evit a sell lec’h an doueed kelt en arz. E-pad pell amzer e oa bet hollbouezus pod-houarn Gunderstrup, un pezh kavet en un taouarc’h en Danmark, dre ma sonjed gouzout hiroc’h diwar-benn doueed ar Gelted. Met hennezh, a oa bet kinklet warnañ un toullad mat a zoueed hag a laka war wel e-leizh a vojennoù a oa e boutin etre ar pobloù a oa o chom en Europa, hag a oa bet levezonet gant pobloù all estreget ar Gelted. Diskouez a ra, mod pe vod, un doue kornek a c’hallfe bezañ boutin gant un douee kelt ur penn-kirvi dezhañ, Cernunnos e anv, hag un doue gant ur rod heol, a c’hallfe bezañ Taranis.

Evit a sell an delwennoù ez eus bet gwelet meur a wech dremmoù doueed daoubennek pe trifennek, a vefe boutin gant un Hermès. Posupl eo, mod pe vod, en doa al lusk triveder pouez e relijion ar Gelted kozh. Delwennoù “brezelerien en o c’hoazez”, bet krouet e kreisteiz Galia (Entremont, Roquepertuse), a laka gouizeien da dabutal diwar o fenn : diaes eo gouzout hag-eñ e voe taolennet doueed, brezelerion douelaet pe harozed gwarezus warno.

Kudennoù a sav ivez evit gouzout resis petra a oa bet taolennet gant hanterskeudennoù eus « Galia ar re vlevek ». Lod zo seblant warno bezañ lodenn grec’h ur wern dotemek, evel m’eo an hini e laton a voe dizoloet e Bouray-sur-Juine (Essonne) hag a daolenn un dudenn gant un torc’h ha pavioù ur penn-kirvi stilekaet, pe an hanterskeudenn a virer e mirdi Saint-Germain-en-Laye. Hemañ zo e maen-raz hag a daolenn un dudenn gant un torc’h hag ur pemoc’h-gouez.

Krediñ a rae ar Gelted kozh e oa divarvel an eneoù ha gant-se e c’haller displegañ, hervez testenioù zo, perak e soñjer e vezent kadarn, kalonek ha dispont en emgannoù. Ne oa ket, evit gwir, eus ar marv. Er c’hontrol, ne oa ket anv eus an adenkorfañ en o relijion, ne oa ket gwir ar pezh a oa bet soñjet e-pad pell abalamour ma oa bet lennet fall skridoù zo. El levr « Les Druides -An Drouized- » (geriaoueg, pajenn 414, Christian-J. Guionvarc’h ha [[Françoise Le Roux) a ro dimp da c’houzout krak-ha-berr : « N’eus roud ebet eus an adenkorfañ en hengoun kelt, ne grede ket ar Gelted ennañ ».

Krediñ a rae ar Gelted en ur bed all ivez. En hengoun iwerzhonat treuzkaset d’ar mare kristen, ar “Sidh” a dalveze ar “Bed all” keltiek. Er c’hornôg e oa, en tu all d’ar mor, en enezennoù hollgaer ; dindan vor, el lennoù hag er stêrioù. Eno e oa palezioù maen-strink brav-kaer dezho porzhioù kevrinus ; dindan an torgennoù hag ar runioù. Chomadenn an Tuatha Dé Danann e oa. Al lidoù, an aberzhoù tud, azeulerezh ar pennoù dibennet, pe c’hoazh an implij fonnus eus ar gwad el lec’hioù azeuliñ, a oa anezho elfennoù o doa maget ijin aozerien an Henamzer. Unan anezho, Pausanias, a skrive e veze debrerien-tud eus ar Gelted.

Julius Kaezar a skrivas : “ Ar gelted a rae gant ministrerezh an drouized a-benn ober an aberzhoù tud-se. Soñjal a reont, evit gwir, n’eus nemet dre adprenañ buhez un den gant buhez un den all e c’haller habaskaat galloudegezh an doueed divarvel. Tud zo o deus jakoù uhel-mat o ment, a vez lakaet tud vev en o c’hrogen aozilh plezhet. Tan a veze lakaet er jakoù-se hag an dud gronnet gant ar flammoù, a varve ».

Hervez roudoù chomet war o lerc’h e ouzer e veze graet pleustradegoù taer ganto, hep ma ouifemp resis petra a veze graet ganto : azeulerezh ar pennoù en Entremont (Bouches-du-Rhône), a vez adkavet soñj anezho e kinkladur panelloù an ilizoù en Iwerzhon er Grennamzer, lidoù kriz e Ribemont-sur-Ancre, h.a.

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. [1] The Celts in Iberia:An Overview - Alberto J. Lorrio (Skol-veur Alicante) & Gonzalo Ruiz Zapatero ( Skol-Veur Complutense Madrid) - Journal of Interdisciplinary Celtic Studies, Volume 6: 167-254 The Celts in the Iberian Peninsula, February 1, 2005
  2. F. Fleming, Heroes of the Dawn: Celtic Myth, 1996. p. 9 & 134.
  3. *Otto Hermann Frey, "Un doare nevez da dostaat ouzh an arz keltiek abred". Setting the Glauberg finds in context of shifting iconography, Royal Irish Academy (2004)

Levrlennadur

kemmañ
pennadoù-skrid e brezhoneg
  • Tadhg O Droichead, "Orin ar ger kelt" in Al Liamm, niv. 250, Gwengolo-Here, 1998.
Istor (traoù dre vras)
  • Patrice Brun, Princes et princesses de la celtique, embannadurioù Errance, Pariz, 1987, (ISBN 2-903442-46-0)
  • Barry Cunliffe, L'univers des Celtes, embannadurioù Inter-Livres, 1996, (ISBN 2909808114)
  • Venceslas Kruta, Les Celtes, Histoire et dictionnaire, embannadurioù Robert Laffont, dastumad « Bouquins », Pariz, 2000, (ISBN 2-7028-6261-6)
  • Stephan Fichtl, La ville celtique, les oppida de 150 avant J.-C. à 15 après J.-C., embannadurioù Errance, Pariz, 2005, (ISBN 2-87772-307-0)
  • Christian Y. M. Kerboul, Les royaumes brittoniques, kenembannet gant an embannadurioù Pontig/Coop Breizh, Saotron & Speied, (ISBN 2-9510310-3-3) ha (ISBN 2-84346-030-1)
  • Philippe Jouët (dir., avec Claudine Gauthier, François Labbé, Erwan Chartier, Dimitri Boekhorn...), Celtes et celtisme (Druides, Gaule, dieux, héros, éléments culturels, bestiaire, celtomanie...), Encyclopédie de la Bretagne, vol. 5, Pietraserena, Éditions Dumane, 2018 (ISBN 978-2-9159-4322-1)
Galia
  • Stephan Fichtl, Stephan Fichtl, Les peuples gaulois, III-I siècles av. J.-C., embannadurioù Errance, Pariz, 2004, (ISBN 2-87772-290-2)
  • Dominique Garcia, La Celtique metiterranéenne. Habitats et sociétés en Languedoc et en Provence. VIIIe-IIe siècles av. J.-C., embannadurioù Errance, Pariz, 2004, (ISBN 2877722864)
  • Dominique Garcia, Les Celtes de Gaule metiterranéenne, définition et caractérisation, embannadurioù Bibracte, 2006,[2],
  • Christian Goudineau, César et la Gaule, embannadurioù Errance, dasdumad De la Gaule à la France : histoire et archéologie, 2000
  • Christian Goudineau, Regard sur la Gaule, embannadurioù Errance, 2000
  • Renée Grimaud, Nos ancêtres les Gaulois, embannadurioù Ouest-France, Roazhon, 2001, (ISBN 2-7028-4542-8)
  • Danièle et Yves Roman, Histoire de la Gaule, Danièle et Yves Roman, Histoire de la Gaule, Levrdi Arthème Fayard, Pariz, 1997, (ISBN 2-7028-1646-0)
Inizi breizhveuriat
  • Miles Dillon, Nora K. Chadwick, Françoise Le Roux & Christian-Joseph Guyonvarc'h, Les Royaumes celtiques, embannadurioù Armeline, Kraozon, 2001, (ISBN 2-910878-13-9)
  • Pierre Joannon, Histoire de l’Irlande et des Irlandais, Perrin, Pariz, 2006, (ISBN 2-286-02018-3)
Kreiz ha reter Europa
  • Petr Drda hag Alena Rybova, Les Celtes de Bohême, embannadurioù Errance
Arz
  • Kenstrollad (katalog eus diskouezadeg europat an henoniezh keltiek), Ar Gelted, Venezia, 1991 (embannadurioù Bompiani)
  • Paul-Marie Duval, Les Celtes, dastumad L'Univers des Formes, embannadurioù Gallimard
Kevredigezh
Relijion

Liammoù diavaez

kemmañ