Diodoros Sikilia
Diodoros Sikilia (Διόδωρος, Diódôros e henc'hresianeg, pe Διόδωρος Σικελιώτης) pe Diodorus Siculus hervez al latin, a oa un istorour hag un danevellour hellazat (pe gresian) eus ar Iañ kantved kent J.K., ganet war-dro -90 en Agyrium e Sikilia, ha marvet war-dro -30[1]. Skrivet en deus ul levr anvet Biblioteka historica, pe Levraoueg istorel
Buhez
kemmañBevañ a rae Diodoros en amzer Julius Caesar hag Augustus. Goude beajoù en Europa, en Azia, hag en Henegipt ez eas da chom da Roma.
Savet en deus un oberenn a dalvoudegezh. Emañ e-touez ar re o deus degaset ar muiañ a ditouroù diwar-benn Henegipt, Henc'hres ha Henroma. Labourat a reas e-pad 30 vloaz da sevel e Levraoueg istorel, a zanevell ouzhpenn mil bloaz istor, adalek amzer an henvojennoù betek mare Julius Caesar.
En henc'hresianeg eo bet skrivet e oberenn, 40 levrenn a oa anezhi, met ne chom ken 15 hiziv an deiz. Ar c'hentañ eo o klask sevel un istor eus ar bed anavezet.
A-wezhioù e vez lakaet war e gont roll Seizh Marzh ar Bed abalamour d'an deskrivadur pizh a ra eus liorzhoù a-istribilh Babilon en eil levrenn e oberenn.
Notennoù
kemmañ- ↑ N'eo ket peurasur an deiziadoù.
Mammennoù
kemmañ- C. A. Volquardsen : Untersusgungen über die Quellen der griechischen und sicilischen Geschichten bei Diodor, Buch XV-XVI. Kiel. 1868
- Claude Vial : Diodore de Sicile. Bibliothèque historique. Livre XV. Belles Lettres. 1977
- Gerhard Wirth und Wilhelm Gessel (Hgg): Diodoros Griechische Weltgeschichte. Bibliothek der griechischen Literatur, Bde. 34-37, Stuttgart 1993.
- F. Chamoux ha P. Bertrac, Notice, Bibliothèque historique, I.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Diodoros Sikilia, gant Jona Lendering
- (en) Diodoros Sikilia, troet e saozneg gant C.H. Oldfather, Greek text, Books 9 - 17 (text)
- (en) Diodoros Sikilia, troet e saozneg gant C.H. Oldfather, English translation, Book 4 (text)
- (en) Diodoros Sikilia, troet e saozneg gant G. Booth (1814) Al levr en e bezh. (scanned by Google)
- (en) Dornskridoù Diodoros, gant Roger Pearse
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.