Jean Markale

skrivagner gallek
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Jean Markale eo anv-pluenn Jacques Bertrand, ganet d'an 23 a viz Mae 1928 e Pariz hag aet d'an Anaon d'an 23 a viz Du 2008 en Alre, a oa ur skrivagner gallek hag en deus skrivet diwar-benn mojennoù kozh Breizh hag ar broioù keltiek all.

E vuhez

kemmañ

Ul levr diwar-benn buhez Jean Markale zo bet skrivet gant Jacky Ealet, rakskrid gant Môn Rigole-Markale[1].
Desavet eo bet Jean Markale gant e vamm-gozh Jeanne Le Luëc, a-orin eus Pleuwigner, hag a oa o chom e Pariz en ur ranndi bihan en Île Saint-Louis. Bep bloaz e-pad e vugaleaj e tremene ar paotrig e vakañsoù-hañv e Breizh, e Maoron (Bro-Bloermael, Mor-Bihan).

Ur skolaer e oa Jean Markale pa grogas da vezañ dedennet bras gant Danvez Breizh ha da skrivañ barzhonegoù. Pa oa o veajiñ war droad a-dreuz Koadeg Breselien d'an oad a 17 vloaz e kejas J. Markale ouzh Henri Gillard, aotrou person Trec'horanteg. E-barzh an iliz e oa taolennoù ha gwerennoù-livet a gonte mojenn ar Graal Santel. Mignoned e chomas ar skrivagner hag ar person betek marv hennezh, e 1979.
J. Markale zo bet mestr-skol e Saint-Denis e bannlev Pariz, ha da heul kelenner war al lennegezh klasel e Saint-Quentin (Aisne). Goude bezañ distroet da Bariz e kelennas er skol Massillon, ma oa bet skoliad.

E 1969 ez embannas al levr Les Celtes en ti-embann Payot. E 1971 e savas L'épopée celtique d'Irlande, hag e 1972 La femme celte. Ur bern levrioù all a voe da heul. Er bloavezhioù 1970 e oa brudet anv Jean Markale. E 1978, d'an oad a 50 vloaz, e paouezas Jean Markale gant e vicher er skol evit en em ouestlañ da sevel levrioù.

Evit ar skingomz e labouras J. Markale ivez, pa aozas abadennoù gant e vignon, ar skrivagner Charles le Quintrec. Abadennoù skinwel a savas ivez. E Kamorzh (Mor-Bihan) e oa ar skrivagner o chom, abaoe ar bloavezhioù 80 betek fin e vuhez, e 2008.

Skoulmoù

kemmañ

Barnet-kriz e oa bet e skridoù gant ar c'helenner Christian-Joseph Guyonvarc'h.

Oberennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. EALET Jacky, Jean Markale, la quête de l'autre monde, 2012, Les Oiseaux de papier, Benion, 182 b., ISBN 978-2-916359-67-0