Cernunnos
Cernunnos a oa unan eus doueed Kelted Galia ha Kornôg Europa. Diskouezet e vez evel ur c'harv, gant kerniel. Liammet eo ouzh loened kornek, hag unan eus arouezioù ar strujusted.
Cernunnos, kizellet ouzh Piler an Naoted.

Cernunnos ouzh Kaoter Gundestrup.
N'anavezomp anezhañ nemet dre skeudennoù anezhañ hag e anv skrivet peder gwech:
SkeudennoùAozañ
Anavezout a reer un 60 skeudenn anezhañ. A-wechoù e vez torc'hoù ouzh e gerniel. En e goazez e vez e doare ar gemenerien. Ur sac'had pezhioù a vez gantañ pe ur banerad voued, arouezioù ar builhded. Tri fenn pe teir dremm a vez dezhañ alies. E welout a reer ouzh kaoter Gundestrup, kavet e Danmark, aozet en IIvet kantved kent JK, hag ouzh Piler an Naoted, e Lutecia (monumant savet gant an Naoted, en amzer Tiberius, er Iañ kantved (14-37).