Torc'h
An torc'h eo an dro-c'houzoug metal, arem pe aour peurvuiañ, a veze douget gant ar Gelted ha pobloù all en Henamzer. Diwezhatoc'h e voe douget ivez gant soudarded Roma ha Vikinged er Grennamzer.
Gerdarzh
kemmañDont a rafe an anv eus ar ger latin torques, deuet eus torqueo (gweañ), abalamour da stumm an dro-c'houzoug. Torch eo an anv e kembraeg.
Henamzer
kemmañTorc'hoù zo bet kavet e bezioù Galianed, ha re Ibered e Spagn. Ne oant ket braverioù kelt hepken. Douget e vezent ivez e-touez ar Skited, pobloù Illiria[1] ha Trakia, ha re all c'hoazh, en Oadvezh an Houarn, eus talek an VIIIvet kantved kent JK betek an IIIde kantved goude JK.
Krennamzer
kemmañGant Marevezh an Ergerzhadeg e voe echu gant an torc'hoù kelt, met da vare ar Vikinged e voe gwelet torc'hoù en-dro.
Notennoù
kemmañ- ↑ The Illyrians, gant J. J. Wilkes, 1992, ISBN 0-631-19807-5, pajenn 223, "Illyrian chiefs wore heavy bronze torques"
Skeudennoù
kemmañ-
Eildelwenn eus Brezelour Hirschlanden, war ziskouez el lec'h ma voe kavet.
-
Galian o vervel, delwenn er Musei capitolini, e Roma. Un torc'h en e gerc'henn.