Taranis e oa unan eus doueoù pennañ ar Gelted. Mestr an oabl hag ar c'hurun e oa, hag ar ger taran a dalv kement ha kurun. Diskouezet e vez alies gant luc'hed hag ur rod.

Taranis, delwennig kavet e Le Châtelet, Haute-Marne (Bro-C'hall).

Braouc'hus hag uhelek eo. Ober a ra Taranis aon gant e daranoù hag e luc'hed spontus. Hep ger ebet ez atahin drastoù gant ar foeltr hag al liñvadegoù, met, er memes amzer, e tegas ar glav mat a vag an douar hag a laka an eostoù da ziwan. Taranis a vez skeudennet evel un den kreñv, barvek hag o terc'hel ur rod vras (gwelet Chaodouron Gundestrup, Bro-Danmark).

Aroueziañ rod an amzer a ra moarvat, hag an amzer o tremen.
Gwelet e vez war ur marc'h, o c'haoliata ur ramz gant ul lost naer evit reiñ da c'houzout e vestroni. Kar e seblant bezañ dre-se da Yaou a oa trec'h war ar ramzed. C'hoant en deveze Taranis e vije aberzhet tud : serriñ a raed aberzhed e-barzh kaouedoù koad ha lakaat a raed tan enno, pe e kinniged pennoù troc'het dezhañ. Kavet e vez tresoù eus e azeuladur e Galia, Alamagn, Hungaria, er Balkanoù hag e Breizh-Veur.

E Breizh kemmañ

E skeudennoù kemmañ

 
Taranis (Kaoter Gundestrup)

Testeniet eo e veze kehelet en Arvorig: e Breizh e veze enoret war Menez-Dol, a oa anvet Lechteren hervez un dornskid kozh.

Lidet e veze ivez en Enez Vreizh, Renania, Dalmatia, Provañs hag Aovergn, hag ivez Hungaria. A-raok an aloubadeg roman e oa krog tud Galia, levezonet ma oant gant o amezeien moarvat, da skeudenniñ o doueed: delwennoù hag aoterioù a voe savet, ha pouezusoc'h e teuas al lec'hioù kehelañ da vezañ.

Seizh aoter zo bet kavet en Europa hag a oa gouestlet d'an doue Taranis, hag an holl a oa warne enskrivadurioù e gregach pe latin. menegiñ a ranker kaoter Gundestrup (200 pe 100 kent JK), kavet e Danmark, ma weler skeudenn Taranis.

Peurvuiañ e veze gwelet evel un den en e vent, barvek ha korfek.