Kalc'h
Ar c'halc'h (pe pidenn) a zo un organ hag a dalvez da venveg-embarañ d'ar wazed. Unan eus lodennoù ardivink-genel ar wazed eo eta, war un dro gant an divgell.
Benveg an troazhañ eo ivez d'ar wazed.
Kalc'h hag ellig
Klotañ a ra ivez gant ellig ar maouezed, dre ma kreskont o-daou diwar ar memes framm orin. Kalc'h koulz hag ellig a zo gouest da stegnañ pa vezont atizet en ur mod bennak, gant ur flouradenn da skouer. Pa vez savet e galc'h e c'hall ar gwaz en em barañ.
Korfadurezh
|
Kalc'h al loened
Kalc'h an olifant
Kalc'h ar wazed
Kalc'h an den
Trodroc'hañ
Gant pobloù zo e vez trodroc'het ar c'halc'h.
Kalc'h trodroc'het pe get
Toullañ
Lod tud, e-touez heñvelrevidi kentoc'h, a blij dezho toullañ o c'halc'h: un 12 doare bennak zo d'ober, hag un anv da bep hini.
Kalc'hdoullañ
Gerioù arall
Un toullad mat a anvioù a vez graet eus ar c'halc'h:
Krennlavaroù
- Pep hini zo libr Da c'hoari gant e filip
- Ar rann betek hanter-kant, Ar vuzhugenn betek-tri-ugent
Liammoù
- Organoù reizhel ar baotred (animation flash).