Fraezh
Ar fraezh (pe fraez) eo an anv a vez roet d'an toull-revr, a zo etre an divfeskenn, e penn ar vouzellenn-dev. Etre an divfeskenn emañ, e-barzh ar ritenn, e penn ar youlc'h (rektom). Serret eo dre nerzh kigennoù, stumm ur walenn dezhe: alese e teu ar ger latin anus, a dalv kement ha gwalenn. Dre aze eo e vez kaset ar fank er-maez eus korf an dud hag al loened peurvuiañ, pe e vijent munud evel amprevaned pe e vijent bras evel olifanted.
Un nor da vont er c'horf
kemmañImplijet e vez ar fraezh e medisinerezh:
- evit reiñ louzoù zo a vez graet louzoù youlc'h anezho.
- evit lakaat ur gwrezverker, pa vez terzhienn, met kentoc'h e Bro-C'hall, rak ur boaz lous eo e meur a vro;
- evit ensellout ar bouzelloù, dre skinsellout peurvuiañ.
Plijadur ar reizh
kemmañTud zo a implij ar fraezh evit kavout o flijadur reizhel,
- darn dre flourañ ar fraezh end-eeun
- darn dre lakaat traoù a bep seurt e-barzh.
Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar pennadoù a denn d'ar reizh.
Yec'hed
kemmañNaetadurezh a zo ret evit ar yec'hed. Gwalc'hiñ gant soavon dous ha dour eta. Pa reer gant soavon rust, pe gant doareoù garv, e c'haller tanailhañ pe drailhañ ar c'hroc'hen tener en-dro d'ar fraezh, ha neuze kaout debron pe boan.
Debron o devez ar vugale p'o devez preñved.
Lous
kemmañStag eo ar meizad a loustoni ouzh ar ger hag al lec'h.
Anvioù all
kemmañ- toull-revr, toull ar revr, anvioù pemdeziek;
- revr hepken ivez, evel el lavar dizereat-mañ: Sant Kouevr, Un ibil kig en e revr
- Kervramm, anv dizereat.