Ar revr eo al lodenn eus korf an den hag al loened troadek etre an divgroazell hag an divvorzhed. Meneget eo er C'hatholicon dindan ar stumm reffr (1499).

Revr paotr.
Revr plac'h.
Venere Callipige, Gwener klunet kaer.

KorfadurezhAozañ

Ar revr zo anezhañ kigennoù ( ar glutealioù bras, krenn, ha bihan) hag un tamm druzoni, hervez an dud. Dre vras e vez drusoc'h revrioù ar merc'hed, ha kelc'hiekoc'h.

Kavet ez eus bet revrioù kalz tevoc'h gant pobloù zo, evel an Hottentoted. E 1810 e voe degaset Saartjie Baartman (1789 – 29 Kerzu 1815), un Afrikanez revrek da Londrez da vezañ diskouezet er foarioù. Mervel a reas e Pariz e 1816. Er Muséum national d'histoire naturelle e voe moulet he c'horf ha miret hec'h eskern; hec'h organoù engehentiñ hag hec'h empenn, a veze diskouezet betek 1974 er Musée de l'Homme. Daskoret e voe korf ar Gwener hottentot da Suafrika e 2002.

 
Maouez ha gwaz Khoikhoi (treset e 1900). Steatopygia a vez lavaret eus ar revrioù a zo dreist ment re ar pobloù all.


Revr an traoù ivezAozañ

Komzet e vez eus revr an traoù ivez : pep a revr o deus ar pod-houarn, ar vag, ar c'harr, ar c'hanol, ar gwez (kentoc'h pa vezont en o led).

  • A-wechoù e talv kement ha 'lodenn izelañ an dra', an hini dostañ eus an douar (revr ur voutailh), pa vez laret: Lak ar sac'h war e revr!
  • A-wechoù e talv 'lodenn bellañ diouzh ar penn' (revr ar c'harr). Da neuze e c'haller ober ivez gant ar ger lost, damheñvel e ster: komzet e vez eus lost ar c'harr, hag e-touez an anvioù-tud deuet diwar anvioù-lec'hioù e kaver Lostanlenn.

DereadegezhAozañ

Koulskoude, diwar levezon ar galleg moarvat, hag ar sevended degaset gantañ marteze, eo aet ar ger revr e-maez a implij tamm-ha-tamm e troiennoù zo dre ma 'z eus gerioù all kevatal dezhañ: daoust hag en abeg da se eo e kaver ar ger kil e-lec'h revr en droienn "penn-kil-ha-troad"?

  • Gant Marie-Hélène Morvan, eus Strollad Kallag, e klever "penn-revr hag all".

Ur ger hollekAozañ

Pa gomzer eus ar revr e komzer eus un hollad a zo anezhañ : ar feskennoù (pe ar peñsoù), ar ritenn, hag ar fraezh (pe an toull-revr).

Ur ger naturelAozañ

Ar braz eus an dud a ra gant ar ger en un doare naturel evit komz eus al lodenn-se eus ar c'horf a zo e traoñ ar c'hein hag a seblant graet evit azezañ muioc'h eget evit kaout taolioù botoù.

Troioù-lavar a-leizh a vo kavet er wiki-geriadur.

Ur ger lousAozañ

 
Marc'hhouarnerien livet o revrioù

Lod tud a gav koulskoude eo ur ger lous, hag e kavont gwelloc'h ober gant ar ger penn a-dreñv.

Koulskoude ez eus un implij dizereat splann eus ar ger pa vez kemeret da skeudenniñ ar vuhez reizhel ha dreist-holl hini ar merc'hed e genoù paotred zo pa gomzont eus

  • ur revr skorn, ur revr yen, hag ur revr goad,
  • ur revr domm, ur revr boazh.

En un doare gros e klever troiennoù evel:

  • Ma revr!
  • Ma revr gant al laboused!
  • Komz d'am revr, ma beg zo klañv!

Gerioù allAozañ

 
David kizellet gant Donatello, gwelet eus a-dreñv

Sede un nebeud gerioù all a reer ganto evit chom hep ober gant ar ger revr:

  • penn a-dreñv
  • feskennoù
  • divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
  • pastelloù
  • moñselloù
  • leternioù
  • talier

Gerioù deveretAozañ

  • revreg pe revrieg, revrek pe revriek (ar stumm eg eo a gaver gant Jules Gros).
    • Ur revreg zo ur paotr gant ur pezh revr. Ur revregez zo ur plac'h.
    • An troiennoù "pennek-ha-revrek" pe "daoubennek-daourevrek": Lak da gaol pennek-ha-revrek.
  • revriañ a zo kement hag ober ur revr: revriañ ur bragoù, lakomp; revriañ ur c'helorn a zo kement ha stradañ anezhañ;
  • revrad, pe revriad. Ur revrad a c'hall bezañ:
    • un taol war ar revr (komzet e vez ivez eus feskennad, pe peñsad)
    • pe un tortad, un toullad, ur c'horfad, ur sac'had. Ober ur revrad a raio an hini a ev re.
    • ur bern traoù: ur revriad traoù
      • Mont da gerc'hat ur revrad dour, a zo mont dindan ar glav da vezañ glebiet
    • un dra vras: ur revriad aon, ur revriad vezh
    • ur revriad hini, da lavarout eo ur pezh hini, ur mell hini.
  • direvr: ur c'helorn, ur baner, a c'hall bezañ direvr
  • direvrañ a zo koll ar revr, pe marteze koll ar spered: "Hennezh a zo prest da zirevrañ gant ar c'hoant da vont d'ar pardon (Jules Gros)
  • a-revr, en droienn chom a-revr: labour chomet a-revr a zo labour a dleje bezañ echu ha n'eo ket graet c'hoazh.

Gerioù gant revr ennoAozañ

 
Dispakadeg revrioù en ur skol-veur stadunanat
  • revr-bezel
  • revr-noazh (pesk)

KemmadurAozañ

A-wechoù e vez graet ar c'hemmadur dre vlotaat war-lerc'h ar ger gourel revr, evel pa vije ur ger benel. Lavaret e vez : ur revr dev, ur revr gaoc'h.

 
Madigoù eus Japan, stummet evel revrioù.

Pennad karAozañ

Levrioù implijet da sevel ar pennadAozañ

  • Geriadur brezhoneg an Here, 2001. Ar pennadoù REVR ha REVRIAD, pajenn 1109.
  • Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé, 2ème partie, Librairie bretonne Giraudon, 1977: ar pennad REVR, pajennoù 442, 443, 444, hag ar pennadoù REVRAD ha REVREG.


Sellit ouzh ar ger revr er
wikeriadur, ar geriadur frank.