Venus Kallipygos a vez graet, dre fazi, eus Afrodite Kallipigos (Ἀφροδίτη Καλλίπυγος e gregach), da lavarout eo Gwener kaer he feskennoù, pe klunet kaer, un doare delwenn anezhi savet d'ur vaouez noazh en amzervezh hellenek. Peurvuiañ e vez-hi hanter wisket, hag e lavarer ez eo Gwener pe Afrodite, goude ma c'hallfe kenkoulz all bezañ ur plac'h yaouank pe vaouez, un hetaira da skouer.

Venus Kallipygos
artistic type, kizelladur
Deiziad krouiñ50s BCE Kemmañ
Anvet diwarCallipyge Kemmañ
LuskadHellenistic sculpture Kemmañ
Lec'hMirdi Broadel Hendraouriezh Naplez Kemmañ
Daveennoù douaroniel40°51′12″N 14°15′2″E Kemmañ
Danvez implijetMarbr Kemmañ
Map
Venus Kallipygos, e Mirdi Broadel an Hendraouriezh, e Naplez, en Italia.
Afrodite Kallipygos, Mirdi ar Peniti, Sant Petersbourg.
Afrodite Kallipygos, Palez Yousoupov, Sant Petersbourg.
  • Troet diwar ar pennad saoznek.

Neuze e weler anezhi o sevel he feplos[1] skañv da zizoleiñ he dargreiz ha feskennoù, hag o sellout outo dreist he skoaz, evel da welout pegen kaer int stummet.

En XVIIvet ha XIXvet kantved [1] e kreded e oa graet an delwenn da skeudenniñ un istor eus an Henamzer diwar-benn div blac'h eus Sirakuza, e Sikilia, a oa o taeliñ da c'houzout pehini anezho he devoa ar feskeneoù kaerañ stummet. Skrivet eo an istor en Deipnosophistai (Δειπνοσοφισταί), oberenn Athenaeus:

"En amzer-se e oa ken tomm an dud ouzh o flijadurezhioù ma 'z oant aet ken pell ha gouestlañ un templ da Afrodite Klunet-kaer en abeg da gement-mañ. Ur wech e oa ur c'houer hag en devoa div verc'h koant. Un deiz e savas tabut etreze da c'houzout pehini anezho he devoa ar revr bravañ[2] hag int ha mont war an hent. Dre chañs e tremenas ur paotr yaouank, mab d'un den pinvidik. Diskouez a rejont abegoù an tabut, ha pa welas ar paotr e savas a-du gant ar goshañ anezhe. E gwirionez, orgedet e oa outi,[3] ha pa voe aet d'ar gêr ez eas d'e wele hag e kontas d'e vreur yaouank petra a oa c'hoarvezet dezhañ. Hag ar breur da vont war ar maez, da welout ar merc'hed, ha da orgediñ ouzh ar c'hoar all. Pa fellas d'an tad dimeziñ e zaou vab da verc'hed a renk uhel ne c'hellas ket o lakaat da sentiñ, setu ma tegasas an div blac'h diwar ar maez, gant aotre o zad, da zimeziñ d'e zaou vab.

Neuze e voe graet "kaerglunet" eus an div blac'h[4] gant ar geodedourien, evel a lavar Kerkidas Megalopolis en e werzennoù iambek: "Div blac'h klunet kaer[5] a oa e Sirakuza." Hag an div, pa voent pinvidik ha brudet, a lakaas sevel un templ da Afrodite[6] hag a reas Kaerglunet eus an doueez[7], evel ma skriv Archelaüs Chersonesus en e werzennoù iambek ."[8]

 
Venus Callipyge gant François Barois, 1683-86 (Mirdi al Louvre). Goloet-skañv eo an divglun gant an arzour.
 
Venere Callipige, skeudenn stereo graet e Mirdi Broadel Naplez gant Giorgio Sommer (1834-1914)

Azeulerezh Afrodite Kallipygos e Sirakuza zo meneget ivez gant ar skrivagner kristen Clemens Alexandria en ul listennad lidoù pagan erotek[9].Menegiñ a ra ivez ar barzh Nikander eus Kolofon, hag ar ger implijet gantañ (kalligloutos, "revriet kaer")[10]

Delwennoù kozh

kemmañ

Ar gwellañ skouer, war a seblant, a zo un delwenn roman e marmor, eiladur un delwenn hellenek orin, kavet e kêr Roma[11]. War-ziskouez e oa er Palazzo Farnese ha lakaet e voe en dastumad pa voe prenet ar palez. Gant an dastumad e voe kaset da Naplez e 1802. Da neuze e veze gwelet evel un oberenn erotek ha dañjerus, a-live gant ar bornografiezh, muioc'h a se dre ma oa hanter wisket, e-lec'h bezañ noazh penn-da-benn evel ar Venus de' Medici, ha lakaet e voe e Kabined Kuzh roue Naplez.

E 1836 e skrive Famin e oa un "delwenn goant", hag e resisae e oa : "...lakaet en un trepas eviti hec'h-unan, ma ne veze lezet an dud da vont nemet dindan evezh ur gward, ha kement-se koulskoude ne oa ket bet trawalc'h da virout ouzh ar stummoù o doa sachet war an delwenn an anv Kallipygos da vezañ goloet gant un damliv teñval, testeni eus ar pokoù roet dezhi bemdez gant azeulerien trelatet. Anaoudegezh hor boa ni ivez en un tourist alaman yaouank aet sot gant an delwenn varmor-se; hag an druez a veze outañ abalamour d'e spered diskiantet a oa gwall bell a vezañ goapaerezh."[12]

Un danevell heñvelik a veze kontet en Henamzer diwar-benn delwenn Praksiteles, Afrodite Knidos, a oa bet klasket c'hoari anezhi zoken (Pseudo-Lucian, Amores 15.

Hiziv emañ war-ziskouez e Mirdi Broadel an Hendraouriezh e Naplez.

Delwennoù a vremañ

kemmañ
  • Un addelwenn marmor a voe graet gant Jean-Jacques Clérion (e 1686) ha kaset da gastell Versailhez.
  • Unan all a voe kizellet gant François Barois pa voe o chom en Akademiezh C'hall e Roma. 1683-86. Ac'haleno e voe kaset da Palez Versailhez, ha goude da Marly-le-Roi e 1695, hag eno e voe lakaet dezhi dilhad (marmor) gant Jean Thierry, abalamour da chom hep feukiñ speredoù an dud; e Marly e chomas betek an Dispac'h gall pa voe kaset da liorzhoù an Tuileries[13]
  • Aogust II ar C'hreñv, dilenner Saks ha roue Pologn, a c'houlennas ober un addelwenn dezhañ, a voe graet gant Pierre de l’Estache e Roma, 1722-23) evit ar Grosser Garten, e Dresden, hag a voe distrujet e-kerzh bombezadeg 1945 (Desmas 2002)[14].

Lennegezh

kemmañ

Ouzhpenn arroud Deipnosophistai e anavezer:

Notennoù

kemmañ
  1. Afrodite o sevel he sae a oa arouez an deskoni relijiel hag azeuliñ a rae tud Hellaz ar feskennoù "pinvidik" da gaout pinvidigezh er bed-mañ evel div c'hoar Sirakuza o devoa roet ton da Wener Kallipygos.
  2. Ger ha ger, "a oa kaerañ klunet, [kallipygotera]".
  3. eis erota empeson
  4. Kallipygoi
  5. kallipygon zeugos
  6. Delwenn orin ar seurt delwennoù a oa hini an templ-se, a soñjed en XIXvet kantved.
  7. Kallipygon
  8. Athenaeus, Deipnosophists 12.554 c-e.Troet e saozneg gant D. B. Levine
  9. Clemens Alexandria, Protrepticus 2.39.2.
  10. Nikander tamm 23 (sellout ouzh an embannadur graet gant A. S. F. Gow hag A. F. Scholfield, 1953, p. 203). Ret e oa da Nikander ober gant ur ger all, rak ne zegouezhe ket ar ger kallipygos en e werzenn.
  11. Lavaret e vez a-wechoù e teu eus an Domus Aurea, pezh "n'hall ket bezañ rak en atredoù ar c'hambreier n'eus ket bet kavet oberennoù arzel a dalvoudegezh" (Moormann 2003).
  12. Skrid Famin:catalogue entry.
  13. E liorzhoù an Tuileries ne vez gwelet nemet un addelwenn (a weler amañ), p'emañ an delwenn orin en disglav e Mirdi al Louvre.
  14. Dihelloù

Liammoù diavaez

kemmañ