Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Georges Brassens
Georges Brassens e 1966

Anv Georges Charles Brassens
Ganet d'an 22 a viz Here 1921
e Seta, Erau Frañs Frañs
Marvet d'an 29 a viz Here 1981
e Sant Geli dau Fesc, Hérault Frañs Frañs
Micher(ioù) Oberour-Sonaozour-Kaner
Doare(où) Kanaouennoù gall
Benveg(où) Gitar
Bloavezhioù oberiant 19511981
Label(ioù) Philips
Universal Music Group

Georges Brassens, ganet d'an 22 a viz Here 1921, e Seta (Cette a veze skrivet neuze), e Bro-C'hall, ha marvet d'an 29 a viz Here 1981 e Saint-Gély-du-Fesc (16 km en Norzh da gêr Montpelhièr, zo ur sonaozer-kaner gall, savet gantañ ur bern kanaouennoù.

Ober a ra e studi e lise Sète, daoust da baourentez e dud pa oa e dad ur mañsoner hag e tap e vachelouriezh goude studioù e skolaj Sète hag e lise Montpellier. Entanet eo gant ar varzhoniezh.
Mont a ra ur wech da Bariz e 1940 hag e teu di en-dro e 1942. Evit chom hep mont da servij al labour rediet — an STO — e kav repu e ti ur Vretonez, Jeanne Le Bonniec, 30 vloaz koshoc'h egetañ ha genidik eus Lannolon.
Homañ eo "La Jeanne" evel ma rae eus e ostizez hag ez eus kaoz anezhi e div ganaouenn (La cane de Jeanne ha La Jeanne). Chom a raio en he zi ouzhpenn ugent vloaz (en Hent-Dall Florimont eus 1944 betek 1966).
Kaoz ez eus ivez eus madelezh pried Jeanne, Marcel Planche, en ur ganaouenn brudet-tre, l'Auvergnat.

E 1951 e teu da vezañ brudet-tre pa ra berzh e ganaouennoù e tavarnoù-kanañ Montmartre gant harp ar ganerez Patachou. Dre ar skingomz (radio) hag ar pladennoù ez a e vrud er bed gallek a-bezh hag eo bet troet e varzhonegoù-kanaouennoù gant Paco Ibáñez e spagnoleg hag gant Visbor Narod e rusianeg.
Kanañ a ra e Bro-C'hall koulz hag e Bro Velgia ha e Kebek, met bep bloaz e kan e Bobino, ur sal er rue de le Gaîté e-kichen an Ti-gar Montparnasse, e Pariz.

Ur Breton all en deus laosket e verk e buhez Brassens: Armand Robin. O-daou e oant er memes isstrollad anarkour. Armand Robin a vanke dezhañ arc'hant atav, hag e gamalad, deuet pinvidik a-walc'h gant e ganaouennoù, en doa prestet arc'hant dezhañ. Met Robin oa aet d'ar bed all hep rentañ gwenneg ebet en-dro. Memes tra en doa kemeret Brassens un dra digantañ : e anv, rak implijet eo bet gantañ e-barzh ar ganaouenn Bécassine :

« C'est une espèce de robin,
N'ayant pas l'ombre d'un lopin... »

Brassens a oa deuet meur a wech da Vreizh, adal 1956 betek 1981. Prenet en doa un ti e Lezardrev, ha kroget e oa da zeskiñ brezhoneg.

E brezhoneg

kemmañ

Un nebeudig eus e ganaouennoù zo bet lakaet e brezhoneg.

  • Son an disglavier. Un doare zo kanet gant Yvon Étienne[1], un doare all zo bet savet gant Mark Kerrain[2].
  • Ar vrud fall[3]. Un doare all zo bet savet gant Mark Kerrain[4].
  • Mignoned da viken[5], Paotr an Naoned, Ur plac'hig koant, Ma mestrezig, ha re all, gant Mark Kerrain[6].

En italianeg

kemmañ

E portugaleg

kemmañ

E saozneg

kemmañ
  • Darn eus e ganaouennoù zo bet lakaet e saozneg[8].

E spagnoleg

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. "An disglavierig", kanet gant Yvon Étienne
  2. Embannet e Redek a rin keit, Sav-Heol, 2013.
  3. Brassens e brezhoneg e Sant-Brieg, gant Gwenole Larvol hag Aude Moalig.
  4. Embannet e Redek a rin keit, Sav-Heol, 2013.
  5. savet gant Mark Kerrain
  6. Embannet e Redek a rin keit, Sav-Heol, 2013.
  7. https://www.youtube.com/watch?v=VLTP_QD-ymc
  8. https://web.archive.org/web/20210622003631/https://brassensredux.com/textes/