Sav-Heol
Sav-Heol zo un embanner brezhonek ha gallek, e Reuz, e-kichen Roazhon.
Istor
kemmañDa gentañ e oa ur gevredigezh e Roazhon, savet e 1991 gant Romuald Texier ha Mark Kerrain, hag a aoze kentelioù brezhoneg hag a badas betek 2011. Gant Romuald Texier e oa bet savet al lec'hienn Kervarker e 1992.
Hiriv ne ra ken nemet embann levrioù brezhonek, ha daou seurt anezho: levrioù evit deskarded vras ha levrioù evit bugale. Kevredet eo Sav-Heol e-barzh Kuzul ar Brezhoneg.
Hentenn
kemmañGant Sav-Heol e oa bet embannet an hentenn-deskiñ Ni a gomz brezhoneg, savet gant Mark Kerrain, e 1992, hag a oa bizkrivet ha luc'heilet, ha moulet e 1996. Abaoe 1997 e vez embannet gant TES. Gant Benead Vernon e oa bet kemeret perzh en aozadur ar CD-Rom savet diwar an hentenn.
Embann levrioù bugale adal 2010
kemmañKrog eo Sav-heol da embann levrioù bugale abaoe 2010. N'eo ket sur da genderc'hel avat, gant an diaes ma vez kaout gwerzh da levrioù bugale e brezhoneg: ne lenn ket ar vugale, ne vezont ket lakaet da lenn a-walc'h er skolioù, kustumoc'h int da begañ luc'heiladoù er skol eget da gemer levrioù, ha roet e vez levrioù evit netra gant TES.
E-skoaz broioù all evel Kembre pe Euskadi, eo fall stad al lenn hag an embann e yezh ar vro.
Levrioù embannet
kemmañLevrioù deskarded pe studi
kemmañ- Troit e brezhoneg, poelladennoù evit deraouidi, gant frazennoù gallek da dreiñ e brezhoneg.
- Ur voutailh war an traezh, danevelloù aes evit deskarded, Gwengolo 2010, ISBN 978-2-9534848-1-6. Implijet gant Skol Ober.
- Naoned Senegal, danevelloù evit studierien. Gouhere 2010. ISBN 978-2-9534848-1-6
- Pa nijo ar moc'h, dastumad krennlavaroù divyezhek.
- Daouzek kant lavarenn, yezhadur al lavarenn gant poelladennoù.
- Kemmadur ha plijadur, poelladennoù.
- Noms masculins ou féminins en breton. Yezhadur ha poelladennoù.
- Mamm-gozh zo hir he blev. Dornlevr an anaforenniñ. 2013
Levrioù bugale
kemmañ- Olifant kalon-evn, gant Mariasun Landa, Mezheven 2010. ISBN 978-2-9534848-0-9
- Ur sarpant glas e-barzh ar c'hlas, gant Evelyne Brisou-Pellen, Here 2010, ISBN 978-2-9534848-2-3.
- Ar Mell Irvinenn. Kontadenn a Rusia. Skrid gant Mark Kerrain.
- Yarig Koantik. Skrid gant Mark Kerrain. 2010.
- Rapunzel. Breudeur Grimm.
Geriaouegoù
kemmañ- Liv an amzer, geriaoueg an hin hag an amzer
- Teurel blaz war ar yezh, geriadur an troioù-lavar.
- Geriaoueg ar sotoni. 24 pajennad.
Lennegezh
kemmañ- Barzhaz ar Reizh hag an Direizh, gant Prosper Plouz, barzhonegoù erotek.
Levrioù kanaouennoù
kemmañ- Parkadoù Sivi Da Viken. Kanaouennoù troet diwar yezhoù all.
Levrioù gallek
kemmañ- Guy de Maupassant et la Bretagne, testennoù gant Guy de Maupassant ha gant Charles Le Goffic, 2016, ISBN 979-10-90456-23-5.
Levrioù embannet, renket hervez ar bloazioù
kemmañA-raok 2010 ne veze graet nemet levrioù deskiñ, dre luc'heilañ:
- Troit e brezhoneg
- Daouzek kant lavarenn
2010
kemmañ- Olifant kalon-evn, gant Mariasun Landa, Mezheven 2010. ISBN 978-2-9534848-0-9
- Ur voutailh war an traezh, danevelloù aes evit deskarded, Gwengolo 2010, ISBN 978-2-9534848-1-6.
- Ur sarpant glas e-barzh ar c'hlas, gant Evelyne Brisou-Pellen, Here 2010, ISBN 978-2-9534848-2-3.
2011
kemmañ- Kevrin ar c'hizhier bihan, gant Fina Casalderrey, Mae 2011.
- Rapunzel, gant ar vreudeur Grimm
2012
kemmañ- Mammig zo droug enni. Savet gant Mark Kerrain. 2012.
- Kig Mamout da goan, gant Michel Piquemal. 2012.
2013
kemmañ- Tapet gant ar sorserez, gant Christine Palluy, skeudennoù gant Frédéric Pillot. Skrid brezhonek gant Stefan Alliot. 2013.
- An tamm pilhoù. Skrid brezhonek gant Nolwenn Guignard. 2013.
- Lanig zo 'vont da welout ar c'hezeg, gant Irina Korschunow. Skrid brezhonek gant Aleksandr ar Gall. 2013.
- Tasmant en ti, gant Agustín Fernández Paz.
2014
kemmañPevar levr bugale :
- Bisig pezh kof.
- Ar yar a zebre patatez.
- Faraon hag ar garantez
- Ar c'hwenenn a felle dezhi bout korollerez, gant Mariasun Landa.
2015
kemmañPevar levr bugale e 2015
- Al Logodenn hag al Laer. Skrid brezhoneg gant Mark Kerrain.
- Tan dezhi. Skrid brezhoneg gant Mark Kerrain.
- Macha hag an Arzh. Skrid brezhoneg gant Mark Kerrain.
- Divskouarn an Diaoul. Skrid brezhoneg gant Benead Vernon.
Levrioù all:
- "Pok din Jozefin !" – 1200 verbes pour débutants.
- Parkadoù Sivi Da Viken. Kanaouennoù troet diwar yezhoù all.
2016
kemmañTri levr evit bugale:
- Skol ar mamouted, gant Michel Piquemal.
- Ar suner-levrioù, gant Eric Sanvoisin.
- Ar suner-levrioù - Ur blouzenn evit daou, gant Eric Sanvoisin.
Pevar levrig diwar-benn araogennoù brezhonek :
- An araogennoù brezhonek: EUS
- An araogennoù brezhonek: NEMET
- An araogennoù brezhonek: O, OC'H
- An araogennoù brezhonek: OUZH
- Guy de Maupassant et la Bretagne, testennoù gant Guy de Maupassant ha gant Charles Le Goffic, ISBN 979-10-90456-23-5.
2017
kemmañ- Ar yod mat, diwar ur gontadenn gant ar veudeur Grimm.
- Pok din, Jozefin!
- An araogennoù brezhonek :
- DIWAR, DIWAR-BENN, DIWAR-BOUEZ ...
- A, EVIT, WAR.
2018
kemmañ- Ouzh taol, morlaeron!
- Pevar mignon e-touez an erc'h
- Gwerz Fañch
- Istorioù maouezed, gant Guy de Maupassant.
- Geriaoueg ar sotoni.
- Karv-erc'h Tadig an Nedeleg.
- An araogennoù brezhonek :
- DIOUZH, DIRAK
- DIWAR, ha DIWAR-BENN, DIWAR-BOUEZ ...
- WAR-BENN ... WAR-ZIGAREZ.
2019
kemmañ- Mab ar samourai.
- Kemmadur ha plijadur, gant Mark Kerrain,
- Un dornad limerigoù, gant Mark Kerrain
- 100 rimadell, gant Mark Kerrain
- Etre fent ha c'hoarzh, gant Mark Kerrain
2020
kemmañ- Al labous hag ar pezh aour
- Pêrig hag ar sorserez.
- Krennlavaroù italianek, gant Mark Kerrain
- Lili, da gousket!, gant Yael ar Gov
- Lili o pourmen, gant Yael ar Gov
- Lili zo o c'hortoz Tadig an Nedeleg, gant Yael ar Gov
- Esben hag ar sorserez, gant Mark Kerrain
- Soubenn ar vein, gant Evelyne Brisou-Pellen
- Viktor ar bugel gouez, troet gant Benead Vernon.
2021
kemmañ- An div ran a oa bras o beg
- Mougev ar mamouted
- Ar Vaneg
- Scarmentado, gant Voltaire.
2023
kemmañ- Bleiz droch livet en glas.