Ni a gomz brezhoneg
Ni a gomz brezhoneg a zo un hentenn, anezhi ul levr hag ur CD, 38 kentel enni, da zeskiñ brezhoneg, skrivet gant Mark Kerrain, hag embannet da gentañ e 1995 gant Sav-Heol. E 1997 e voe adembannet gant TES.
Cd
kemmañEr CD e klever mouezhioù Anne Auffret, Monique er Boulc'h, Roje an Du, Annie Ebrel, Charlez ar Gall, David ar Gall, Claudette ar Gelleg, Bastian Gwilhou, Patrick ar Mad, Naig Rozmor, Bob Simon, Dominig Tredan-Derrien, Ifig Troadeg, Nanda Troadeg ha Nolùen er Vuhe.
Unan eus al levrioù implijet gant Skol Ober eo "Ni a gomz brezhoneg".
Dafar
kemmañE-kichen al levr hag ar CD e kinnig Sav-Heol daou gaier :
- ur c'haierad ""reizhadennoù" da boelladennoù al levr ;
- ur c'haierad anvet Troit e brezhoneg, gant poelladennoù gallek lakaet e brezhoneg.