Afrodite Knidos (Κνίδια Αφροδίτη Πραξιτέλη e gregach) a oa unan eus brudetañ delwennoù ar c'hizeller attek Praksiteles er IVe kantved kt JK, hag a vije poltred an hetaira Fryne. Venus Pudica (Gwener eleveziek) a vez graet eus an delwenn hag eus an eildelwennoù diwarni, abalamour m'emañ o kuzhat he gaol gant he dorn dehou.

Afrodite Knidos, eildelwenn roman diwar Praksiteles.

Doareoù all zo eus ur Venus Pudica zo c'hoazh, ma vez gwelet o kuzhat he brennid, ha bez' ez int:

Delwenn orinAozañ

Brudet e oa kened an delwenn, savet da vezañ gwelet pep korn anezhi a bep tu, ha kontet da vezañ kentañ skeudenn un doueez en he noazh. Gwelout a raed Afrodite oc'h en em brientiñ d'ober ur gibelladenn a roje he gwerc'hded dezhi en-dro, he dilhad en he dorn kleiz, he dorn dehoù dirak he moudenn.

Hervez Plinius an Henañ e oa bet urzhiet un delwenn da Afrodite gant tud Kos digant Praksiteles. Div zelwenn a voe graet gant ar c'hizeller, unan gwisket, hag unan noazh. Feuket e voe tud Kos gant an doueez en he noazh ha prenañ a rejont an hini gwisket. N'ouzer ket penaos e oa an hini gwisket, pa'z eo aet da get, n'eus ket bet kaoz anezhi er skridoù bepred.

Prenet e voe delwenn an doueez noazh gant keodedourien eus Knidos ha lakaet en un templ dindan an oabl, ma c'halled he gwelout a bep tu. Buan e voe unan eus brudetañ oberennoù Praksiteles en abeg d'an doare dibalamour ma oa kizellet, en he lorc'h hag en he noazh.

 
Engravadur ur pezh eus Knidos a ziskouez Afrodite Knidos, gant Praksiteles.

Hervez ar vrud e oa bet graet e zelwenn gant Praksiteles diwar batrom an hetaira Fryne, pezh a lakae ar gwalldeodoù da vont en-dro. Ken anavezet e teuas an delwenn da vezañ ma voe graet re all e-leizh hervezi, ken e veze kontet istor an doueez Afrodite erruet e Knidos da welout an delwenn, hag o c'houlenn ..."Pelec'h en deus Praksiteles ma gwelet em noazh?".

Sachañ tud a rae an delwenn, goude ma oa ur skeudenn relijiel da gentañ-penn, ha diwallerez Knidos.

Kinnig a eure ar roue Nikomedes I Bithynia paeañ dle bras kêr Knidos ma vije roet an delwenn dezhañ, met nac'het e voe e ginnig gant tud kêr. Hervez ar vojenn, kadarnaet gant ur merk e marmor ur vorzhed en tu a-dreñv, e oa ken buhezheñvel an delwenn ma kuzhas ur gwaz un noz hag e klaskas c'hoari daou gant delwenn Afrodite. Meneget eo an darvoud (a c'haller tostaat ouzh mojenn Pygmalion) en diviz Erotes (rann 15) lakaet war gont Lukian Samosata.

EildelwennoùAozañ

Kollet eo Afrodite Knidos, siwazh. Soñjal a c'haller e voe kaset da Gonstantinopolis (İstanbul) ha kollet e-kerzh an tan-gwall a voe da goulz emsavadeg Nikaia. Eildelwennoù a-leizh a voe graet diwarni en Henamzer, ma c'haller kaout un damsoñj eus penaos e oa, etre an deskrivadurioù skrivagnerien hag an eildelwennoù arzourien a zo deuet betek ennomp.

E-pad ur pennad, e 1969, e kredas an hendraourez Iris Love bezañ kavet an tammoù nemeto eus an delwenn orin, a zo dalc'het hiriv er British Museum. Hiriv e kav d'an arbennigourien e oa an tammoù-se diwar un delwenn all.

 
Penn "Kaufmann"', e mirdi al Louvre.

Diwar Afrodite Knidos ez eus bet savet delwennoù damheñvel, ha dreist-holl:

NotennoùAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

LevrlennadurAozañ

  • Theodor Kraus. Die Aphrodite von Knidos. Walter Dorn Verlag, Bremen/Hannover, 1957.
  • Leonard Closuit. L'Aphrodite de Cnide: Étude typologique des principales répliques antiques de l'Aphrodite de Cnide de Praxitèle. Imprimerie Pillet - Martigney, 1978.
  • Francis Haskell and Nicholas Penny. Taste and the Antique: The Lure of Classical Sculpture, 1500-1900. Yale University Press, New Haven/London, 1981.
  • Christine Mitchell Havelock. The Aphrodite of Knidos and Her Successors: A Historical Review of the Female Nude in Greek Art. University of Michigan Press, 1995.