Eros
Eros (henc'hresianeg : Ἔρως, "c'hoant revel", "karantez revel") a zo un doue henc'hresian hag a arouezie unan eus an nerzhioù a ren ar bed a-raok ganedigezh an doueed divarvel ha donedigezh mab-den war an Douar : doue an nerzh-desachañ a gevanstag an Hollved hag a vroud ar spesadoù da ouennañ e oa Eros.
Astenn a rae e c’halloud war an dud evel-just, hag ivez war ar plant, ar vein, an dourioù, war gement tra a zo.
Heñvelekaat
kemmañPeurvuiañ e vez heñvelekaet, evel ma'z eo bet graet e Roma gozh ha gant an arzourien dre vras, Eros Henc'hres ha Kupidon ar Romaned.
Disheñvelekaat
kemmañE gwirionez n’emañ ket da vezañ tostaet ouzh an doue roman Kupidon, na gant ar Garantez, daoust ma’z eo bet lakaet Eros da harp d’ar garantez, a zo mab da Ares hag Afrodite, daoust ma’z eo bet skeudennet a-wechoù evel ur paotrig askellek, o skeiñ saezhioù gant kalonoù an dud, pe o c’hwezhañ an tan en o c'halonoù.
Un dra difetis eo Eros da gentañ-penn : ar c’hoant a dosta hag a c’han ar bedoù. Evel-se eo e vez gwelet er bredelfennerezh freudian, hag enebet ouzh Thanatos a zo doue ar Marv.
Gerioù
kemmañDiwar anv Eros (un anv roet d'ar baotred e Gres hag en Italia), eo bet savet ar gerioù "erotek" hag "erotegezh".
Anv-tud
kemmañ- Eros Poli, marc'hhouarner
- Eros Ramazzotti (ganet e 1963), kaner italian.
Anvioù all
kemmañE brezhoneg e vez, pe e veze, graet anvioù all c'hoazh anezhañ :
- Amour, pe Amouric, diwar ar galleg
- Orged, hervez Geriadur Vallée (pajenn 23).
Protogenoi |
C'haos • Aither • Gaia • Ouranos • Hemera • C'hronos • Eros • Erebos • Nyks • Ofion • Tartaros |