Aither (Αἰθήρ / Aithếr, e henc'hresianeg : gregach, eus αἴθω / aíthô, « leskiñ ») zo unan eus an doueoù koshañ, doue lein an oabl, ma'z eo glanoc'h an aer ha tommoc'h, an aer analet gant an doueed, e-skoaz an Aer (ἀήρ / aếr e gregach), aer traoñ an oabl, analet gant an dud.

Aither o reiñ lamm d'ur Ramz penn ul leon dezhañ.

Hervez ar barzh Hesiodos[1] e oa mab da Erebos (an Deñvalijenn) ha da Nyks (an Noz), breur da Hemera (an Deiz). Koulskoude, hervez ar mojennoù orfek e oa mab da Gronos (an Amzer).

Hyginus avat a skriv, er rakskrid d'e Fablennoù, e oa bugel d'an Deñvalijenn ha da C'haos, breur da Erebos ha da Nyks, breur ha pried da Hemera, ha bugale dezho : Gaia (an Douar), Ouranos (an Oabl) ha Thalassa (ar Mor). Ouzhpenn-se, p'en em baras gant e verc'h Gaia, ec'h engehentas an doueed orin (a vez lavaret peurvuiañ e oant bugale da Ouranos pe da Nyks) : Algos (ar Boan), ar Gounnar, ar C'hlask-bara, ar Vezventi, Neikos (ar Rendael), Lethe (an Ankounac'h), ar Gwadorged, Okeanos, Themis, Tartaros, Pontos (al Lanv), hag an Ditaned veur, Atlas, Hyperion, Polos, Kronos, Rea, Moneta (hanter gevatal latin da Mnemosyne), Dione (mamm an doueez Afrodite) — hag ivez da verc'hed ar Gounnar.

Notennoù

kemmañ
  1. Theogonia, 124-125.