Ur ramz zo un den mentet bras-spontus e mojennoù meur a vro.

En em gavout a ra ar roue Arzhur gant ur ramz o rostañ ur pemoc'h.
Enlivadur eus ar Roman de Brut gant Wace, XIVvet kantved, British Library, ms. Egerton 3028, folio 49.
Ar ramz Gargantua o tebriñ saladenn ha tud enni
Skeudenn gant Gustave Doré (1832–1883)

An anvAozañ

Ar ger kaourAozañ

Ne gaver ket ar ger kaour er geriadurioù a-raok 2000, e Geriadur Favereau.
Er c'hontadennoù eo meneget e-barzh Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili, dastumet e 1871, e Kontadennoù ar Bobl. Un notenn zo e p. 60 (marteze gant Ronan Huon, oberour ar rakskrid) : « Kaour: kawr (SO). N'emañ ket ar ger-mañ e geriadur Roparzh (sic) Hemon. Bet eo bet ennañ ha skarzhet goude. Talvezout a ra kement ha "gouron, haroz" ».
Koulskoude, n'eo ket ar ster-se a lenner e Geriadur Ménard, e 2012, ma weler e talvezfe kement ha "ramz".

Kontadennoù ar BoblAozañ

E Kontadennoù ar Bobl Fañch an Uhel ez eus un toullad ramzed ; jeanted a vez graet anezho ivez, diwar ar ger gallek géants.

  1. Ar berenn he fer aour ... , levrenn 1, p. 15
  2. Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili, levrenn 1, p. 43 ; meneget eo ar ger kaour meur a wech e korf ar gontadenn, dastumet e Pluned e 1871. N'eo ket sur eo ar ger-se a oa e genoù ar gonterez.
  3. Ar jeant Kolevran, p. 93
  4. Yann e vazh-houarn hag an tri jeant , p. 289

E Feiz ha Breiz ez eo bet implijet eo bet ar ger "kaour" ivez er skrid Yann e Vaz houarn, dastumet ha renket gant G. DEWI, e Feiz ha Breiz niverenn 8, Eost 1929, p. 295 :

Eun devez, tra ma kane evel-se e welas en eur prad druz, en tu-hont d'an aven, eur pez kaour o tiwall saoud lart ha teo.

Broioù allAozañ

KembreAozañ

Meur a ramz a gaver ar ger cawr (cewri el liester) en o anv.

Ramzed
Lec'hioù
  • Barclodiad y Gawres

HellazAozañ

 
Brezel ar Ramzed, hervez Aoter Pergamon.

Mibien an doueez Gaia e oa ar Ramzed e mojennoù Hellaz kozh. Brezel a rejont ouzh an Doueed, dindan an anv "Emgann ar C'higanted" eo anavezet kement-se.

Gwelout: Ramzed Hellaz.

LennegezhAozañ

 
Roue Brobdingnag ha Gulliver gant James Gillray (1803), ludresadenn Napoleone Buonaparte ha Jord III (Mirdi-meur an Arzoù).

BiblAozañ

Goliad zo ur ramz er Bibl, lazhet gant David.

RabelaisAozañ

Daou romant en deus skrivet ar Gall François Rabelais diwar-benn daou ramz, an tad Gargantua (mab d'ar ramz Grangousier), hag ar mab Pantagruel.

GrimmAozañ

E kontadennoù Grimm e kaver ramzed e kontadenn Ar c'hemener bihan kalonek hag e re all.

Jonathan SwiftAozañ

En e romant Beajoù Gulliver e ya an haroz Gulliver da vBrobdingnag, ur rouantelezh lec'h m'emañ o chom ramzed.

Roald DahlAozañ

Kontadennoù allAozañ

NotennoùAozañ

  1. Nomenklator, 1633, pajenn 267 b.
  2. Geriadur Gregor, p. 453.
  3. Skrivet langouïnecq.
  4. Skrivet ramps.



Sellit ouzh ar ger ramz er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Sellit ouzh ar ger kaour er
wikeriadur, ar geriadur frank.