Roald Dahl
Roald Dahl
Roald Dahl poltredet gant Carl Van Vechten,
d'an 20 a viz Ebrel 1954
Obererezh Romantour
Ganedigezh d'an 13 a viz Gwengolo 1916
e Llandaf, Kembre Kembre
Marv d'an 23 a viz Du 1990
en Oxford, Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Yezh skrivañ saozneg
Enorioù Priz Edgar-Allan-Poe (1972)
Oberennoù pennañ
  • Charlie and the Chocolate Factory (1964)
  • James and the Giant Peach (1961)
  • The BFG (1982)
  • Matilda (1988)

Lec'hienn ofisiel www.roalddahl.com/

Roald Dahl zo ur skrivagner breizhveurat a orin norvegat, ganet d'an 13 a viz Gwengolo 1916 e Llandaf e Bro-Gembre ha marvet d'an 23 a viz Du 1990. Skrivet en deus ur bern levrioù evit ar vugale evel Charlie and the Chocolate Factory (1964), James and the Giant Peach, Matilda, The Witches, ha The BFG...

Roald Dahl hag e wreg Patricia Neal e 1954

E vuhez kemmañ

Ganet eo e Llandaf, e-kichenik Kerdiz e ti tud eus Norvegia .

Pa oa 17 vloaz ez eas Roald Dahl da labourat evit ur gompagnunezh eoul-maen hag ez eas e-giz-se da labourat da Danzania pa oa 20 vloaz. E-pad an Eil brezel bed e lakaas e anv evit bezañ levier kirri-nij- chase e Nairobi. Goude un nebeud eurvezhioù gourdonerezh e voe kaset d'ar skouadrennig 80. E-doug un tennad nij etrezek e skouadrennig e kouezhas e garr-nij hag e voe darbet dezhañ mervel. Goude ur pennad en ospital e tistroas da vrezeliñ gant e skouadrennig da Bro-C'hres.

Anaoudegezh a reas gant an Amerikan C.S Foster a lakaas anezhañ da skrivañ levrioù. Skrivet en deus e levr kentañ e 1942. Anvet e oa A piece of cake. Al levr-se a gont e wallzarvoud karr-nij. E 1943 e skrivas al levr The Gremlins. 40 bloaz goude, Joe Dante en deus savet ur film diwar The Gremlins 3.

Mammennoù kemmañ

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ