Nairobi
Nairobi eo kêr-benn Republik Kenya. Emañ e-kreiz ar vro, e 1 661 m uhelder a-us live ar mor. Kêr vrasañ Kenya eo, gant 2 940 911 a annezidi e 2007, hag unan eus kêrioù brasañ Afrika. Dont a ra an anv "Nairobi" eus ar masaieg Ewaso Nyirobi, a dalvez "dourioù fresk", anv ur stêr eno. Ar saozneg hag ar swahileg eo an div yezh komzet ar muiañ e kêr.
Savet e voe kêr gant Saozon e 1899, evel un arsav war al linenn hent-houarn etre Mombasa, war an aod, ha Kampala, war ribl al lenn Victoria. E 1905 e voe lakaet da gêr-benn Afrika Vreizhveuriat ar Reter (anvet Kenya goude 1920). Pa zeuas Kenya da vezañ ur stad dizalc’h e 1963, e voe lakaet da gêr-benn ar vro.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) www.nairobicity.org