Ramzed Hellaz a vez graet eus ar ramzed o devoa klasket sevel a-enep doueed ar Menez Olimp e gwengelouriezh Hellaz.

Dionysos oc'h emgannañ gant ur Ramz e-kerzh Brezel ar Ramzed, pelike atikat gant dremmoù ruz, war-dro 460 kent JK, Mirdi al Louvre (Pariz).

Daou rumm a oa anezho, ha ret diwall d'o c'hemmeskañ.

  • re ar remzi kentañ, mibion da C'haia,
  • ar re deuet diwezhatoc'h.

O anv e gregach gigantès (Γίγαντες) pe gegeneis a dalv « ganet eus an Douar ».

Ar remziad kentañ

kemmañ

Ramzed an amzerioù koshañ a oa bugale da Ouranos (an Oabl) ha da c'h-Gaia (an Douar). Ganet e oant, gant o breudeur ha c'hoarezed all, an Erinied ha Meliadezed, pa voe troc'het kalc'h Ouranos ha pa gouezhas e wad war Gaia (an Douar).

Hervez un doare all e vijent bet krouet gant Gaia hec'h-unan, evit kaout an digoll war-lerc'h an dichekadenn graet d'he mibion e-kerzh Brezel an Ditaned.

Hervez un trede doare e oant mibien da d-Tartaros.

Gouez da Hesiodos e oant ganet e Flegra, pe e Pallene. Divalav e oa o dremm, ha kant brec'h a oa da bep hini, hag ul lost naer e penn pep gar.

Ouzhpenn-se n'hallent bezañ lazhet gant doue ebet.

 
Delwenn ur Ramz e kastell Versailhez.

Setu anvioù un toullad anezho :

N'eus ket nemeur a gaoz anezho er mojennoù nemet e mojenn ar stourm ouzh ar Ramzed, ma reont brezel ouzh an doueed.

Giganted all

kemmañ

Setu darn :