Efialtes mab Ouranos

Efialtes (henc'hresianeg Ἐφιάλτης ) zo ur Ramz e gwengelouriezh Hellaz, mab da C'haia hag Ouranos.

Apollo hag Efialtes (munudoù Aoter Pergamon)
Efialtes Dante Alighieri – Inferno (Kanto XXXI – An Titaned)

Meneget eo e anv e roll anvioù ar Bibliotheke, oberenn Apollodoros. Hervez ar Fabulae, gant Hyginus Mythographus, e vefe mab Gaïa ha Tartaros.

Hervez Levraoueg Apollodoros, Efialtes a gemeras perzh e Brezel ar Ramzed ma voe lazhet gant Apollon hag Herakles. Apollon a dennas ur saezh davet e lagad kleiz, hag ur saezh arall en e lagad dehou gant gwareg Herakles.

Efialtes a grapas gant e vreur Otus davet an Olympos adal menez Ossa ha menez Pelion, da dizhout an oabl. Hogen n'o devoa ket tizhet lein ar menez ma taolas Apollon e saezhoù. Goude bout kouezhet e voent strobet ha kaset dindan an douar, mes hennezh a gren pa vez Efialtes o fiñval.