Apollon (Ἀπόλλων, Apóllōn e henc'hresianeg, pe Ἀπέλλων, Apellōn; latinekaet en Apollo) e oa doue ar gouloù e mojennoù Henc'hres: eñ eo a zegas an heol.

Apollon Lykia, delwenn graet e deroù an impalaeriezh roman diwar un delwenn c'hresian eus ar IVe kantved kt JK (Mirdi al Louvre).

Doue meur kemmañ

Ouzhpenn-se e oa ivez doue

Bez' e oa ivez

Tiegezh kemmañ

Mab eo da Zeus ha da Leto, ha breur gevell eo d'an hemolc'herez werc'h Artemis, he devoa kemeret lec'h Selene, doueez al Loar.

Doue gwarezour kêr Delfi eo Apollon, anvet "Apollo ar Pythia", doue an diougan.

En Henc'hres klasel e kemeras lec'h Helios, doue an Heol. Doue an drevadennerien e oa Apollon koulz ha gwarezer an tropelloù. Dre hanterouriezh e vab Asklepios e rene war ar medisinerezh. Abalamour d'e c'halloud da reiñ diouganoù pe orakloù e Delfi eo bet Apollon unan eus an doueoù olimpat pouezusañ.

E mitologiezh an Etrusked, levezonet gant ar C'hresianed, e kaver Apulu. Er vitologiezh roman eo bet degemeret dindan ar memes anv hag eo bet azeulet muioc'h-muiañ evel an Doue Heol (Sol e latin) hag e reas berzh bras an azeulerezh anezhañ en IIIe kantved. Pa veze Selene, doueez al Loar ha c'hoar da Helios, e veze gwelet erfin evel ur c'hoar all da Apollon.

Karantezioù kemmañ

 
Idas ha Marpessa dispartiet gant Zeus diouzh Apollon. Psykter atikat ha dremmoù ruz, Staatliche Antikensammlungen.
 
Apollon, Hyakinthos ha Kyparissos, Aleksandr Ivanov, 1834.

Brudet e oa kened an doue Apollon met ne rae ket berzh gant e garantezioù[1],[2]. Karout a rae nimfenned, tud ivez, paotred ha merc'hed kenkoulz all, doueoù ral a wech[3].

  • Troet e oa gant an nimfenn Kyrene ouzh he gwelout oc'h en em gannañ ouzh ul leon prest da zebriñ tropelloù he zad[4]. Aet e oa da gofes e garantez outi d'an den-marc'h C'heiron, en devoa roet ton dezhañ. Hag Apollon neuze da zisklêriañ e flammenn d'ar goantenn, da gas anezhi d'ober un dro da Lybia. Eno e voe roet galloud dezhi war ar vro, Kyrenaika. Ha hi da c'henel Aristaios, a gelennas ar gwenanerezh d'an dud.

Lies a wech avat ne ra ket berzh.

  • Skrapañ a ra Marpessa, merc'h da Euenos, ha hi prometet d'an Argonaot Idas[5]. Hag Idas da c'houlenn ar goantenn en-dro, prest d'en em gannañ, ma rank Zeus dont d'o dispartiañ[6]. Hag eñ ha goulenn digant Marpessa dibab entre an daou gevezer ; ha hi ha dibab Idas, gant aon rak bezañ dilezet gant ar merc'hetaer brudet Apollon pa vije deuet kozh[6].
  • Mont a reas war-lerc'h an nimfenn Dafne ;
  • E-touez e gariaded arall: Helenos, breur da Gassandra[7] ; Karnos, mab da Zeus ha da Europa, a voe roet dezhañ donezon an diouganañ[8] ; Leukatas a lammas diwar an tornaod, evit tec'hel rak an doue, hag a roas e anv da enez Lefkada[9] ; Branc'hos, karet gant Apollon pa oa o vêsa e loened, hag a ziazezas orakl an doue e Didymes[10].

Lec'hioù-azeuliñ kemmañ

Apollon , an doue diouganer, a veze aterset gant an dud ha a deue da gêr Delfi da glevout e orakloù (hag ivez da gêrioù Delos, Patara pe Klaros).

Skridoù orin (troet e galleg) kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Gantz, p.94
  2. Graf, p.105.
  3. Gantz, p.89.
  4. Pindaros, Pythiques, IX, 5-70 ; kentañ meneg e Katalog ar Maouezed, gant Hesiodos, darn 125 MW.
  5. Ilias, IX, 555-564.
  6. 6,0 ha6,1 Simonides Keos, darn 563 PMG.
  7. Ptolemaios C'hennos, 151b.
  8. Praksilla Sikyon, frag. 7 Bergk = scholie à Théocrite, Idylles, V, 83a ; PauDes, III, 13, 2-4.
  9. SerCom, III, 271.
  10. Conon, FGrH 26 F I, 33 ; Lukian Samosata, Dialogue des dieux, 2-4.


An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes