Lukian Samosata
Lukian Samosata (Λουκιανός ο Σαμοσατεύς / Loukianós e gregach, Lucianus e latin) a veve en Eil kantved, ganet war-dro 125, marvet war-lerc'h 180, a oa ur retorikour asiriat, da lavarout eo aramaeger a orin, hag ur skrivagner hellazek. Fent ha flemm ha gaver en he skridoù.
Kizeller e vije bet ivez, ha beajiñ a reas dre an imapalaeriezh roman.

E vuhezAozañ
N'eur ket evit gwiriañ kement tra zo bet kontet diwar e benn. Eñ a lare e oa ganet e Samosata, e rouantelezh Kommagene, a oa bet enteuzet en Impalaeriezh roman, hag a oa ur rann eus Siria. Lakaet e oa bet da zeskiñ ar c'hizellerezh gant breur e vamm, met paouez a reas adalek ar gentel gentañ.
Beuzet e voe bro e gavell gant ar stankell Atatürk e 1989. En e oberenn e lavar bout sirian[1] "Assyrian" ha "barbarian", da ziskouez marteze e oa "eus ar bobl semitek ha n'eo ket eus an Hellaziz a oa deuet da chom da Samosata[2].
OberennoùAozañ
N'en deus ket gallet skrivañ ar 80 oberenn lakaet war e gont alies. Arnodskridoù, divizoù fentus, flemmus atav, hanter-hent etre an diviz prederouriezhel hag ar gomedienn, zo deuet a zindan "e bluenn" : 150 dornskrid en holl a oa bet lakaet war e gont.
Kentañ embannadur e oberennoù a voe graet e Firenze e 1499. Anavezet eo dreist-holl:
- Un Istor Gwirion, ur seurt romant, ma'z a da veajiñ d'al loar,
- Divizoù an Doueed, ha Divizoù ar Re Varv.
- Dvizoù ar Re varv
- An Amores hag An Azen,lakaet war gont Lukian, a vez gwelet evel oberennoù tud all.
- Dizemglev zo ivez diwar-benn piv eo oberour De Dea Syria ("Diwar-benn an doueez siriat").
Ur bern divizoù en deus skrivet evit godisat ar brederourien, en un doare tost ouzh hini ar gineien. Seurtoù poelladennoù retorik a skrive ivez, evel Meuleudi d'ar Voalded, meuleudi d'ar geleienenn, ha re all. Heklev oberennoù Lukian a glever en Operette morali (Oberennoùigoù buhezegezhel) gant Leopardi.
Tud evel ar Suis Pierre Versins zo bet betek gwelout en e Istor gwirion , ma ya da veajiñ d'al loar, tad ar romantoù skiant-faltazi[3], goude ma n'eo nemet un danevell farsus hep tamm skiant ennañ . Gant ar skrid-se bepred e voe levezonet meur a oberenn, en o zouez:
- an États et empires de la Lune gant Cyrano de Bergerac, *Micromégas gant Voltaire.
An oberennoùAozañ
Titloù e galleg peurvuiañ, hervez an troidigezhioù diwar ar skridoù orin:
- An hunvre
- À un homme qui lui avait dit : tu es un Prométhée dans tes discours
- Nigrinus pe poltred ur filozofer
- Le jugement des voyelles
- Timon ou le misanthrope
- Alcyon ou la métamorphose
- Prométhée ou le Caucase
- Diviz an doueed
- Dialogues marins
- Dialogues des morts
- Ménippe ou la necyomancie
- Charon ou les contemplateurs
- Diwar-benn an aberzhoù
- Les Sectes à l'encan (ou Sectes à vendre, trad. de Belin de Ballu, revue, corrigée et présentée par Joël Gayraud, éd. Mille et une nuits, Paris, 1996.)
- Ar Pesketaer pe ar re savet a varv da vev
- La Traversée ou le tyran
- Sur ceux qui sont aux gages des grands
- Apologie pour ceux qui sont aux gages des grands
- Sur une faute commise en saluant
- Hermotinus pe ar sektennoù
- Herodotos pe Ætion
- Zeuxis pe Antiochus
- Harmonide
- Le Scythe ou le proxène
- Penaos eo ret skrivañ an istor
- Histoire véritable (lodenn gentañ )
- Histoire véritable ( eil lodenn )
- Le Tyrannicide
- Le Fils déshérité
- Phalaris ( kentañ prezegenn )
- Phalaris (eil prezegenn )
- Aleksandr pe ar falsdiouganer
- De la danse
- Lexiphane
- Ar Spazh
- De l'astrologie
- Demonax
- Erotes
- Ar poltredoù
- Evit ar poltredoù
- Toxaris ou l'amitié
- Lucius pe an azen
- Jupiter confondu
- Jupiter tragique
- Le Songe ou le coq
- Icaroménippe ou le voyage au-dessus des nuages
- La Double accusation ou les jugements
- Le Parasite
- Anacharsis ou les gymnases
- Diwar-benn ar c'hañv
- Le Maître de rhétorique
- Le Menteur d'inclination ou l'incrédule
- Les Amis du mensonge ou l'incrédule
- Hippias ou le bain
- Préface ou Bacchus
- Préface ou Hercule
- Eus ar goularz hag eus an elerc'h
- Meulgan d'ar gelienenn
- Contre un ignorant bibliomane
- Qu'il ne faut pas croire légèrement a la délation
- Le Pseudologiste
- Diwar ur ranndi
Pennad karAozañ
NotennoùAozañ
- ↑ Harmon, A. M. "Lucian of Samosata: Introduction and Manuscripts." e-barzh Lucian, Works. Loeb Classical Library (1913)
- ↑ Keith Sidwell, introduction to Lucian: Chattering Courtesans and Other Sardonic Sketches (Penguin Classics, 2005) p.xii
- ↑ Pierre Versins (Encyclopédie de l'utopie, des voyages extraordinaires et de la science-fiction, 1972), Jacques Van Herp (Panorama de la science-fiction, 1973), Jacques Sadoul, (Histoire de la science-fiction moderne, 1974), Jacques Baudou (La science-fiction, 2003)
Liammoù diavaezAozañ
- A.M. Harmon, Kinnig Lukian Samosata
- Oberennoù gant Lucian of Samosata e Project Gutenberg
- Loeb Classical Library, levrenn 3/8 gant oberennoù Lukian, gant ar skrid e gregach
- Alexander the false prophet - the successful travelling prophet of Asclepius and his oracular serpent god
- Oberennoù Lukian Samostata e sacred-texts.com
- An Doueez Siriat, e sacred-texts.com
- Oberennoù Lukian – Harvard University Press
- Erotes - Diviz diwar-benn ar gwir garantez, gwelout ivez: Erotes