C'heiron (henc'hresianeg : Χείρων, latinaet e Chīron) a oa un den-marc'h e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa d'an doue Kronos ha d'an okeanidenn Filyra.

C'heiron o kenteliañ Akilles

Ganedigezh

kemmañ

Evit tec’hel rak gwarizi e wreg Rea, petra a reas Kronos nemet treiñ Filyra e kazeg, hag en em dreiñ e-unan e marc'h. Se zo kaoz e c’hanas e zousig Filyra un den-marc’h.

Kouslskoude e oa disheñvel C'heiron diouzh an dud-varc'h arall : int-i a oa diwar Iksion ha Nefele, garv ha kriz e oant, e-skoaz C’heiron a oa un den a furnez hag a ouiziegezh. Gant Artemis hag Apollon en doa desket chaseal, seniñ, diouganañ, louzaouiñ, setu perak e voe mestr Asklepios.

Bevañ a rae C'heiron en ur vougev war ar Menez Pelion e Thessalia. Dimeziñ a reas da C'hariklo, hag ur verc'h o doe, Endeis, a voe mamm Peleüs.

Eñ an hini a savas e vab-bihan. e ziwall a reas diouzh troioù fall ha taolioù an dud-varc'h ar menez, ha diwezhatoc'h e kentelias anezhañ war an doare da loaviñ Thetis.

War-lerc'h e teuas Peleüs davetañ da c'houlenn digantañ ober war-dro Akilles, ar mab en doa bet gant Thetis just a-walc'h. Tost atav eo bet poltredet C'heiron oc'h ober war-dro Akilles.

Bod en doa roet C'heiron da Herakles, a gare anezhañ. A-du ez eas gant an haroz en e vrezel ouzh an dud-varc'h. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet e droad gant ur saezh taolet gant Herakles. Traet a lakaas war e c'hloaz, met pareañ n'halle ket. Kement a boan en doa ma c'houlennas ouzh an doueed koll an divarvelezh ha mervel. A voe roet dezhañ, war-lerc'h m'en doe roet e zivarvelezh da Brometeüs.

Gant C'heiron a reas Zeus pe steredeg an Den-Marc'h, pe hini ar Skuilher-Dour, hervez an oberourien.

Diskibien

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ouzhpenn Asklepios avat en doe meur a ziskibl all, rak goulennet e veze outañ kenteliañ paotredigoù.