Endeis
He zad
kemmañMerc'h e oa d'an den-marc'h C'heiron hag an nimfenn C'hariklo hervez ar vojenn. Hervez ur doare all e oa merc'h da Skiron, roue Megara. Neuze eo pe C'hariklo pe ur verc'h da b-Pandion eus Aten an hini e oa he mamm.
Mojenn
kemmañKasoni ruz a vage Endeis ouzh he lezvab Fokos, a oa mab da Aiakos ha d'an Nereidenn Psamathe. Kasoni outañ o devoa ivez he daou vab Telamon ha Peleüs peogwir e oa kreñvoc'h er sportoù. Plouz berr a voe tennet gante da c'houzout piv anezho az aje da lazhañ o lezvreur.
Lazhet e voe Fokos gant unan eus he daou vab, ha kuzhet ar c'horf gante o-daou. Pa voe klevet ar c'heloù gant ar roue e voe harluet an daou vreur[1].
Levrlennadur
kemmañ- Apollodoros, Bibliotheke, (III, 12, 6).
- Ploutarc'hos , Buhezioù (Theseüs, X).
- M. Grant & J. Hazel, Who's Who in Classical Mythology, David McKay & Co. Inc, 1979