Nereidezed
(Adkaset eus Nereidenn)
An Nereidezed a zo doueezed, niverus hag a eil renk, hag a vev er mor. Merc'hed int d'an doue Nereüs ha d'an doueez Doris.
Gerdarzh
kemmañE gregach Νηρείδες, Nêreídes, pe Νηρηίδες, Nêrêídes. En unander Νηρείς, Nêreís, pe Νηρηίς, Nêrêís, eus ar verb νέειν, néein, « neuial ».
O doare
kemmañUn hanter-kant zo anezho, ha bez' e vezont da-heul Poseidon dalc'hmat. Diskouezet e vezont evel merc'hed yaouank kenedus, perlez ganto en o blev. Douget e vezont war delfined pe kezeg-mor, ur forc'h tridant en o dorn, pa ne vez ket ur gouralenn pe ur gurunenn. A-wechoù e vezont diskouezet gant lostoù-pesked.
Hiniennoù
kemmañBrudet ez eus div pe deir dreist ar re all, evel Amfitrite, gwreg Poseidon, pe Thetis, mamm Ac'hilleüs, pe Galateia, karet gant Pygmalion.