Galateia (henc'hresianeg: Γαλατεια "gwenn-laezh") ’zo anv un doueez eus Hellaz kozh, ha hini un delwenn.

Galateia, livet gant Raffaelo Sanzio.
Pygmalion ha Galateia, gant Jean-Léon Gérôme.

An doueezAozañ

Galateia a oa un Nereidenn, merc'h d'an doue Nereüs ha d'e wreg Doris. Karet e oa gant ar C'hiklop Polyfemos a rae al lez dezhi. Nemet hi a gare ar mesaer Akis. Pa ouias Polyfemos e frikas ar paotr yaouank dindan ur mell roc'h. Kemmet e voe korf ar paourkaezh paotr e stêr ganti, evit ma teuje daveti da viken.

An delwennAozañ

"Galateia" zo ivez anv un delwenn olifant graet gant Pygmalion ha karet gantañ, ken e teuas ar c'hizelladur da vout ur vaouez.