Olifant (danvez)
An olifant zo un danvez kalet, gwenn ha divoull, anezhi danvez pennañ dent ha skilfoù genoù al loened evel an olifanted, an dourvarc'hed, ar c'holeoù-mor, an narwaled, ar c'hwezherien bras, ar fakochered.
Ar ger olifant a vez implijet da gentañ evit komz eus olifant an olifanted pe ar mammouted.
Abaoe ar ragistor en deus benet ha kizellet an den traezoù en olifant.
A-raok ar plastik e veze implijet an danvez-se da sevel traezoù pemdez evel boulloù bilhard, touchennoù piano, nozelennoù, treid kontilli ha loaioù, da geinañ levrioù, ha kement zo.
-
Skilf olifant benet eus an XIvet kantved, Italia
-
Olifant kizellet ePalez ar Sa'dabad Palace, Iran
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Henri-Gustave Lengellé, Les ivoires : évolution décorative du Ier siècle à nos jours, Tardy, 1966 (ASIN: B00D5O0ELS)
- (fr) Philippe Malgouyres& Pierre Ickowicz, Ivoires du Musée du Louvre : 1480-1850, une collection inédite, Somogy Éditions d'Art, 2005 (ISBN 978-2-8505-6880-0)