Ar Bibliotheke (henc'hresianeg Βιβλιοθήκη bibliotheke, da lâret eo levraoueg ; Bibliotheca e latin), zo un dastumad mojennoù eus Hellaz kozh, adalek krouidigezh ar bed betek brezel Troia. An oberenn nemeti a-seurt-se eo eus mare an Henamzer. Pell e voe kredet e oa diwar zorn Apollodoros Aten, hiziv eo lakaet war gont un den a reer pseudo-Apollodoros anezhañ.

Peder levrenn a oa da gentañ, met kollet eo bet ar bedervet hag un tamm eus an deirvet. Chomet ez eus un epitome eus an hollad avat, eus an tamm kollet ivez eta, ma c'hallomp kaout un diverrañ eus an danvez kollet.

Ul levr diazez eo evit studi gwengeloù Hellaz kozh.

Levrlennadur

kemmañ
  • Diller Aubrey, 1983. Studies in Greek Manuscript Tradition, (Amsterdam) pp. 199-216. Arroud. Embannet da gentañ dindan an titl "The Text History of the Bibliotheca of Pseudo-Apollodorus", e-barzh Transactions of the American Philological Association 66 (1935), pp. 296-313.

Liammoù diavaez

kemmañ