Apollodoros Aten
Apollodoros Aten (Ἀπολλόδωρος / Apollódôros e gregach), ganet war-dro 180 kent JK, ha marvet war-lerc'h 120 kt JK en Aten, a oa ur yezhadurour hellazat en IIvet kantved kt JK. Apollodoros Aleksandria a vez graet anezhañ a-wechoù, dre ma oa staliet eno. Asklepiades e oa anv e dad.
Diskibl e oa da Diogenes Babilon, Panaitios ar Stoikour, ha da Aristarc'hos Samothrake en Aleksandria. E 146 kent JK e kuitaas ar gêr-se, pe e tec'has anezhi, moarvat da vont da b-Pergamon, hag alese da Aten. Eno neuze e tremenas an darn vrasañ eus e vuhez, hag e savas skridoù a zeskadurezh.
E oberennoù
kemmañ- Kronika (Χρονικά), un istor Hellaz e gwerzennoù iambek a yae eus dibenn brezel Troia (XIIvet kantved kt JK) betek ar bloavezh 144 kent JK, savet diwar labourioù koshoc'h Eratosthenes Kyrene. Ar bloavezhioù a ouzer abalamour d'an daveoù da arc'honed Aten. Ur bloavezh hepken e chome un arc'hon e karg, ha gant-se o deus gallet an istorourien resisaat eus peseurt bloavezh e veze graet anv gant Apollodoros. Dediet eo an oberenn da Attalos II Filadelfos.
- Diwar-benn an Doueed (Περι θεων), un istor eus relijion Hellaz, a voe kemeret harp warnañ gant oberourien evel Philodemos.
Bibliotheke
kemmañKen brudet e oa e zeskadurezh ma voe drevezet e oberenn, ha faziet a-wechoù diwar-benn ar skridoù savet gantañ. An dastumad mojennoù lakaet war e gont, hag anvet Bibliotheke, a vije bet skrivet kalz diwezhatoc'h : anv zo en oberenn eus ur skrivagner roman, Castor ar bloazdanevellour (Kastor Rodos), a veve en amzer Cicero, er Iañ kantved kt JK, pa oa marvet Cicero er bloaz 43 kent JK.
Pseudo-Apollodoros eo a vez graet eus oberour ar Bibliotheke.