Megara (kêr)

Megara (henc'hresianeg τὰ Μέγαρα, tà Mégara) a oa ur geoded c'hresian eus Attika, kêr-benn Bro-Vegara. Edo e penn strizh-douar Korintos, er reter, hanter hent etre Korintos hag Aten. anavezet e oa en deroù dindan an anv a Nisaia (Νίσαια, Nísaia), diwar ar roue mojenn Nisos.

Un tamm kent 500 kent J.-K. e teu da vezañ ezel eus kevredad Peloponnesos ha kemer a ra perzh er brezelioù medek. E diwezh ar brezelioù-se, Megariz, enebet ouzh Korintos abalamour da zizemglevioù a denn d'an harzoù etre an div geoded, a zilez o c'hevredidi eus Peloponnesos hag en em laka dindan gwarez Aten (460 kent J.-K.)[1]. Homañ a gas neuze soudarded a ward ar porzh e pleg-mor Korintos. Staget eo ar porzh all ouzh Megara gant ar Mogerioù Hir, savet e 459 kent J.-K.

NotennoùAozañ

  1. Toukidides (I, 103).