Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Iason (Ἰάσων / Iásôn e gregach[1]) a oa mab da Aison, roue Iolkos (hiziv Volos) e Magnesia (e bro Thessalia). Diroueet e voe gant Pelias, a oa lezvreur d'e dad Aison.

Iason
mythological Greek character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denἸάσων Kemmañ
TadAeson Kemmañ
MammAmphinome, Alkimede, Polymede Kemmañ
Breur pe c'hoarPromachus Kemmañ
PriedGlauce, Medea, Hipsipile Kemmañ
Azeulet gantMitologiezh Henc'hres Kemmañ
Present in workArgonautica Kemmañ
Iason o tegas ar Maoutken aour da b-Pelias, lestr apulian gant dremmoù ruz diwar zorn Livour an Ifernioù, 340-330 kent JK, mirdi al Louvre
"Iason ha Medeia", livet gant Gustave Moreau (1865), Mirdi Orsay, e Pariz
Iason hag an aerouant, gant Salvator Rosa (1665-1670).

Mojenn

kemmañ

Iason a oa bet kaset da bell da vezañ skoliet gant an den-marc'h C'heiron. Un orakl en doa kontet da Belias e vije lazhet gant ur gourvab bennak da Aiolos (mab da Hellen) a deuje d'e gaout gant ur votez hepken ouzh e droad. Dont a reas an diougan da wir pa zegouezhas Iason, deuet d'e vent, en Iolkos, da c'houlenn e hêrezh, e rouantelezh ; kollet e oa bet gantañ ur votez en ur reiñ skoazell d'ur wrac'h (a oa an doueez Hera gwisket e truilhoù) da dreuziñ ur stêr. Pelias a brometas reiñ ar rouantelezh dezhañ ma teuje en-dro gant ar maoutken aour, a oa e Kolc'his, mil bell aleshont.

Neuze ez eas Iason war al lestr Argo gant un hanter-kant haroz all, an Argonaoted, da gerc'hat ar Maoutken aour.

Erru e Kolc'his e skrapas ar Maoutken Aour, gant skoazell Medeia, merc'h ar roue Aietes eno, un hudourez anezhi, hag a zimezas gantañ. Pa voe distro da d-Thessalia, e kavas e dad marv, lazhet gant Pelias.

Dialet e voe Iason gant Medeia, met Akastos, mab da Belias, o c'hasas kuit. Hag int en harlu e Korinthos. Eno, Iason a zilezas Medeia, da zimeziñ gant Kreousa, merc'h ar roue Kreon. Medea a gasas an dorzh d'ar gêr gant lazhadeg Kreousa hag he zud, hag ouzhpenn hini ar vugale he doa bet gant Iason, Feres ha Mermeros.
Hag Iason d'en em lazhañ goude.

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Distaget amañ : [[1]]