Hera
Hera a oa un doueez, e mojennoù Hellaz kozh, hag a glot gant Juno e mojennoù ar Romaned.
Merc'h e oa d'an d-Titaned Kronos ha Rea, ha gwreg ha c'hoar goshañ an doue Zeus war un dro. Bez' ez eo gwarez ar gwragez, doueez ar briedelezh hag ar fealded, diwallerez ar gwilioud.
Hec'h anv
kemmañGant ar Romaned
kemmañMojennoù
kemmañFealded
kemmañEn anv ar fealded eo e vag kement a warizi ouzh ar maouezed all ha koantenned a bep seurt (hag un toullad mat a zo anezho) a vez ruilhet er gweleoù ha parkeier gant an aotrou Zeus.
Feuket e oa an itron pa oa bet Iksion ouzh he stardañ, ma oa aet da ziskuliañ e droioù da vestr an doueed.
Klask a ra eveshaat he fried, pa vez gant merc'hed all, evel Io. Alies e vez chabouz en Olympos.
Kasoni
kemmañKasoni a vag ar geben-se ouzh ar vugale en deus bet he gwaz (hag un toullad mat zo anezhe) amañ hag ahont. Heskinañ a ra ar paourkaezh Herakles abalamour ma oa mab d'he gwaz, bet digant Alkmene.
An Dodekatheon |
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes |