Thessalia, Θεσσαλία, Thessalía hag e rannyezh Thessalia : Πετθαλία, Petthalia, zo anv un unvez velestradurel eus Bro-Hellaz hag ur vro hengounel zo anezhi abaoe an Henamzer. A-raok Oadvezh teñval Henc'hres e veze graet "Aiolia" eus Thessalia, ha meneget eo dindan ananv-se en Odysseia Homeros.

Sede pelec'h emañ Thessalia en Hellaz

Thessalia a zeuas da vezañ ul lodenn eus Bro-C'hres a-vremañ e 1881, goude pevar c'hantved hanter dindan an Impalaeriezh Otoman. Abaoe 1987 ez a d'ober unan eus 13 perifalia ar vro[1] ha rannet eo (abaoe adreizhadenn Kallikratis 2010) e 5 unanenn beriferael ha 25 kumun. Emañ kêr-benn ar vro e Larissa. Emañ Thessalia e-kreiz Bro-C'hres ha stok ouzh Makedonia en norzh, Epeiros er c'hornôg, kreiz Hellaz er su hag an Enezvor er reter. Emañ an inizi Sporades e Thessalia ivez.

Bro an hudourion e oa Thessalia hervez an Ilias.

Melestradurezh hiziv

kemmañ

Pevar nomos zo hiziv e Thessalia :

Notennoù

kemmañ
  1. Π.Δ. 51/87 “Καθορισμός των Περιφερειών της Χώρας για το σχεδιασμό κ.λ.π. της Περιφερειακής Ανάπτυξης” (Determination of the Regions of the Country for the planning etc. of the development of the regions), ΦΕΚ A 26/06.03.1987