Kefalos ha Prokris (henc'hresianeg : Κέφαλος καὶ Πρόκρις Képhalos kaì Prókris) a oa daou bried e mojennoù Henc'hres. Ur mab o doe, Arkeisios, a voe roue Itaka.

Eos, doueez ar gouloù-deiz, he devoa skrapet Kefalos un deiz p'edo o hemolc'hiñ, seizh vloaz e oa chomet Kefalos ganti, hag ur mab zoken o devoa bet. Goude eizh vloaz e fellas da Gefalos distreiñ gant e wreg Prokris, ma voe taolet ur mallozh gant Eos warne. Hag an doueez da lavarout ne oa ket manet feal ar wreg keit-se moarvat.

Marv Prokris, gant Piero di Cosimo, war-dro 1490, Londrez, National Gallery. Ar c'hi Lailaps an hini zo en dorn dehoù.

Sot e oa Kefalos gant ar chase ha mont a rae bemdez da chaseal gant ur goaf burzhudus hag a oa d'e wreg Prokris, ken na oa deuet e wreg da gaout diskred : ur wech dija e oa bet ar gwaz gant ur vaouez all!

Evit gouzout pegen feal e oa e wreg e tistroas eus e chaseadenn gant dilhad all hag e klaskas hoalañ anezhi. Ha Prokris da dec'hel d'ar c'hoadoù da hemolc'hiñ gant an doueez Artemis, ha honnezh ne oa ket troet gant ar baotred! Pa zistroas-hi d'ar gêr e oa bet profet daou dra dezhi gant an doueez: ur goaf hud ha ne c'hwite kammed war e bal, hag ur c'hi ken burzhudus all, anvet Lailaps, ha ne c'hwite ket war e breizh. Ar c'hi a eas da goll un deiz, war-lerc'h louarn Teumes, an daou loen a voe troet e mein, ha peoc'h ganto. Chom a rae ar goaf.

Bepred e oa ken sot Kefalos gant ar chase, ha tapout a rae ar goaf bemdez, ken e oa savet gwarizi e Prokris a gave dezhi ez ae da verc'heta adarre. Un den ma oa an hemolc'her o tiskuizhañ ouzh ur wezenn, tapet tomm gantañ, edo o kanañ ur sonennig d'an avel Aura. Klevet e voe gant un tremeniad hag a soñjas dezhañ e oa oc'h ober al lez d'ur chevrenn. Pa glevas Prokris ar c'heloù ez eas da eveshaat he fried. Pa oa Kefalos o kanañ e kavas dezhi edo adarre gant e gamaradez kozh, an doueez Eos. Ha hi d'ober ur fiñv. Hag ar chaseer, pa glevas an trouz, da grediñ e oa ul loen o tont, ha da skeiñ e c'hoaf ha ne c'hwite gwech ebet. Ha treuzet Prokris gant an arm. Mervel a reas etre e zivvrec'h, o lavarout dezhañ: Arabat dimeziñ da Eos.

Ken glac'haret e oa Kefalos kaezh ma kemeras penn an hent d'an harlu.

Levrlennadur

kemmañ