Eos (Έως pe Αύως e gregach) a oa un Ditanez, doueez tarzh an deiz ha mamm an Anemoi, an avelioù, e mojennoù kozh Hellaz. Klotañ a ra gant Aurora gant ar Romaned.

Eos o redek war-lerc'h Tithon, oinoc'hoe atikat gant al livour Akiles, war-dro 470460 kent JK, mirdi al Louvre
Eos, gant Evelyn De Morgan.

Mojenn

kemmañ

Merc'h eo da Hyperion ha Theia, ha c'hoar eo da Helios (an Heol) ha da Selene (al Loar).

Dimezet eo da d-Tithon, ha gantañ e krou Memnon hag Emathion. Karet he deus Ares, ha gant-se he deus sachet warni kasoni Afrodite. Kondaonet eo bet gant an doueez da vezañ atav e karantez, gwashat planedenn.

He c'harantezioù

kemmañ

E-touez ar re a garas:

Emañ o chom e-tal Okeanos, a zalc'h bed an dud. Bemdez, pa vez ar c'houlz d'an noz da echuiñ, e kuita gwele Tithon, hag en he c'harr e red war-zu an Oabl da gemenn d'an doueed donedigezh he breur Helios. Hervez Homeros e vez Eos gantañ a-hed e zevezh. Da noz e tiskenn eus Olympos da vont d'ar gêr, ha ganti e vez an Eurioù. En trajediennoù e klot gant Hemera, an deiz.

Alies e vez graet ῥοδοδάκτυλος / rhododáktylos (bizied ar roz) anezhi, pe κροκόπεπλος / krokópeplos (sae safranek) pe c'hoazh ἠριγένεια / êrigéneia (bugel ar beure).

War al listri pri e vez divaskell peurvuiañ. A-wechoù ivez he gweler gwisket gant ur ouel hag azezet en ur c'harr sachet gant pevar a gezeg.