Okeanos
Okeanos (Ὠκεανός / Ôkeanós e gregach, latinekaet en Oceanus) zo un Titan, un elfenn orin deuet war wel a-raok krouidigezh ar bed. Mab eo da Ouranos, an Oabl, ha Gaia, an Douar.
Gwreg ha bugale Aozañ
Dimezet eo d'e c'hoar Tethys, hag ur ribitailh merc'hed en deus bet diwarni, a vez graet an Okeanidezed anezhe, pe merc'hed "Okeanos". Mibien en deus ivez, ha doueed-stêrioù int. Lavaret e vez en deus betek 6000 a vugale.
Hervez meur a skrid
- eo tad da Driptolemos gant e vamm-eñ, Gaia[1].
- eo tad d'ar g-Kerkopes gant e verc'h Theia (ha n'eo ket gant an Ditanidenn anvet evelti) (hervez Hesiodos, tammoù ; Tzetzes da Lykofron, 91).
Bez' ez eo an dour gwelet evel un doue. Gronnañ a ra an Douar evel ur stêr veur ma vez krouet pep tra ennañ, ma teu pep tra di da vervel. Tad eo d'an tri mil stêr a ro dour d'an dud ha d'an douar.
Mojenn Aozañ
Kement tra a zo pe iskis pe vurzhudus a zo lakaet tost d'ar « stêr Okeanos » (ὠκεανός ποταμός / ôkeanós potamós e gregach), an Etiopianed, Kimmerianed, Pigmeed, Geryon, ar Gorgoned, liorzh an Hesperidezed. En Okeanos eo e sav an Heol hag ar stered, hag ennañ eo ez eont da guzh.
Nag Okeanos na Tethys ned eont da-heul an Ditaned arall da goulz Brezel an Ditaned. Sioul e renont en o rouantelezh. E-kerzh ar brezel-se zoken e teu Rea da fiziout he merc'h Hera en Okeanos ha Tethys. Ha pa savo bec'h etre an daou bried eo Hera an hini a zeuio d'o habaskaat.
Okeanos an hini a c'houlenn ar gib aour digant e vab-kaer Helios, hag en prest da Herakles. Evel-se eo e c'hallas an haroz merdeiñ betek liorzh an Hesperidezed ha dont en-dro gant ejened Geryon.
Doue distroadet Aozañ
Er mojennoù diwezhatoc'h, pa voe diazezet rouantelezh Zeus e Menez Olympos, gant e vreudeur Poseidon hag Haides, goude diskaret an Ditaned, eo Poseidon hag e wreg Amfitrite a renas war ar mor.
Evel Ouranos ha Gaia eo unan eus elfennoù ar bed (kosmos) evel stêr veur o c'hoari an dro d'an Douar hag o verkañ an harzoù anezhañ.
En arz Aozañ
N'eo ket bet diskouezet abred en oberennoù arzel, ha pa voe graet e oa evel ur c'hozhiad e varv glas, o terc'hel korn un tarv, da aroueziañ puilhded nerzhus ha strujus an Dour.
Pennad kar Aozañ
Liammoù diavaez Aozañ
- ↑ Ferekides (rann) ; Musaeus (rann) ; pseudo-Apollodoros, 1.32 ; Pausanias 1.14.3