Anaout a reer daou zen anvet Kerambos e mojennoù Hellaz kozh:

Kerambos, mab Euseiros

kemmañ

Kerambos (Κέραμβσς e gregach), mab da Euseiros, ha mab-bihan d'an doue Poseidon, a ziwalle e dropelladoù bras, e-unan, ouzh troad menez Othrys. Saveteet e oa bet eus dour-beuz Deukalion gant an nimfezed o doa gorreet anezhañ a-us d'an dour

Da vaesa e chatal en deveze skoazell digant nimfezed ar c'hornad peogwir en o dudie gant e gan, rak gwelloc'h kaner egetañ ne oa ket. Gantañ e voe ijinet sirinks ar vaesaerien ha savet sonioù koant. Dont a rae an nimfezed da zañsal ouzh son e delenn. An doue Pan a oa deuet da vezañ mignon dezhañ, a alias anezhañ da ziskenn gant e dropelloù er blaenenn, rak kriz e vije ar goañv. Ne deurvezas ket Kerambos selaou an doue, ha gwashoc'h, kontañ a reas koñchennoù vil diwar-benn an nimfezed, o kontañ ne oant ket bet engehentet gant Zeus, met gant Sperc'heios ha Deino, o lavarout e oa bet Poseidon, goude orgediñ ouzh an nimfenn Diopatre, o treiñ he c'hoarezed e gwez-pupli, hag o treiñ anezho e nimfezed en-dro goude kemer e c'hoant. Neuze e oa savet fulor en nimfezed, ma voe troet Kerambos ganto en ur c'hwil, anvet Cerambyx. Ha kuit e chatal pa deuas ar goañv.

Mab Ariadne

kemmañ

Kerambos, a oa mab da Ariadne ha Dionysos, a ijinas arz ar poderezh.

Mammennoù

kemmañ