Danae
Danae (Δανάη / Danáê e gregach) a oa merc'h da Akrisios, roue Argos, ha da Eurydike. Mamm an haroz Perseüs e oa ivez.

Ar vojennAozañ
Mantret e oa ar roue Akrisios dre ma n'en doa mab ebet. Goulenn a reas neuze digant un orakl hag un hêr a deuje dezhañ. Hag egile da lavarout dezhañ e vije lazhet gant mab e verc'h. Evel-just ne oa ket troet ar roue da c'hortoz taol ar marv re vuan, ha kraouiañ a reas e verc'h en un tour arem, da virout outi a c'henel mab ebet.
An doue Zeus he c'hare e kuzh avat ha donet a reas un noz en he c'hell e stumm ur glav alaouret (hervez mojennoù all e oa ur bann-heol).
Brazezet e voe ar briñsez gantañ er stumm-se ha genel a reas Perseüs. Droug a oa er roue avat, met n'en doa ket c'hoant da sachañ warnañ kounnar Zeus ma raje droug da vab an doue. Lakaet e voe e verc'h hag e vab-bihan gantañ en un arc'h koad, da ziskouez d'an dud. Goude e voe taolet an arc'h er mor.
Sioulaet e voe ar mor gant Poseidon, war c'houlenn Zeus. Degouezhout a reas mamm ha mab en enez Serifos. Skoazellet e voent gant Diktys, breur ar roue Polydektes, a zesavas Perseüs vihan. Ar roue avat a glaskas he rediañ da zimeziñ gantañ. Perseüs a oa bet e-keit-se o lazhañ Medousa, a oa o tont en-dro gant penn eben. Pa glevas ar c'heloù e troas ar roue e maen hag e tec'has gant e vamm hag int war o c'hiz da Argos.
Diwezhatoc'h, eme Vergilius, ez eas Danae da Italia ma savas kêr Ardea. Un tamm bec'h a savas etre he mab-bihan Turnus hag Aineias da c'houzout piv a zimezje gant Lavinia.
Oberennoù arzelAozañ
Mojenn Danae zo bet livet kalzik, hag ar glav aour ivez:
- gant Mabuse (1527, Alte Pinakothek München),
- gant Tizian ez eus meur a livadur:
- gant Tintoretto
- gant Orazio Gentileschi (war-dro 1621, Museum of Art e Cleveland (Ohio), SUA)
- gant e verc'h, Artemisia Gentileschi (mirdi St. Louis (Missouri), SUA)
- gant Rembrandt (1636, Mirdi ar Peniti)
- gant Giambattista Tiepolo (war-dro 1736, mirdi Stockholm).
- Mademoiselle Lange en Danaé zo ul livadur gant Girodet, livet en 1799 (Institute of arts e Minneapolis). Ennañ e weler ur vaouez yaouank en he noazh o serriñ en ur ouel c'hlas pezhioù aour a weler o kouezhañ eus an neñv. E gwirionez eo ur flemmadenn ouzh ur vaouez displijet gant un oberenn. Gant Girodet e oa bet livet, en 1798, un Danée a zo hiziv er Museum des Bildenden Künsten e Leipzig.
- gant Gustav Klimt eo bet livet ar vojenn en un doare erotekoc'h 1907-1908, ma weler ar glav aour oc'h en me silañ etre div vorzhed pleget ur vaouez en he noazh, ha war he dremm doare goursav an embarañ.
TaolennaouegAozañ
Danae hag ar glav alaouret, gant Tizian, awenet gant Metamorfozoù Ovidius, ma weler ar plac'h pa zeu ar glav d'he glebiañ.
Danae hag ar glav aour, livet gant Tintoretto (dibenn ar XVIvet kantved).
Rembrandt zo bet awenet ivez gant mojenn Danae.
Danae gwelet gant al livour italian Orazio Gentileschi.
Pennadoù kenstagAozañ
- Taolennoù:
- Danae hag ar glav alaouret, gant Tizian.
- Danae, zo ul livadur gant Gustav Klimt.
Liammoù diavaezAozañ
SteredoniezhAozañ
- Un asteroidenn zo anvet (61) Danaë.