Elektryon a oa roue Mykenai, a oa ur mab da b-Perseüs ha da Andromeda. Pried e oa pe da Anakso, merc'h e vreur Alkaios ha c'hoar Amfitryon, pe Eurydike merc'h Pelops. Tad e oa da Alkmene, mamm Herakles ha kalz mibien en doe. Ur mab all, Likymnios, en doe gant Mideia, ur vaouez a Frygia.

Mojenn kemmañ

C'hwec'h mab Pterelaos, diskennad Mestor, breur Elektryon, a zeuas da v-Mykenai da c'houlenn o lod eus ar rouantelezh. Pa voent kaset da sutal gant Elektryon e kasjont e saout gante. En em ganañ outo a reas mibien Elektryon, met an holl a voe lazhet, war-bouez Likymnios, mab Elektryon, hag Eueres mab Pterelaos.