Pelops (Πέλοψ e gregach, eus pelios: teñval; hag ops: dremm, lagad) a oa mab da d-Tantalos, ur mab da Zeus ha Dione, ha da Euryanassa (pe da Zione, hervez ar skridoù kozh). Roue e oa e Pisa, e Peloponnesos.

Mojenn

kemmañ

Hervez Ovidius e oa bet lazhet en-bugelig gant e duad, ha servijet da zebriñ d'an doueed e-kerzh ur banvez evit amprouiñ o hollouiziegezh. Kompren a reas an doueed ar gwidre, roet e voe buhez da Belops en-dro, ha lakaet ur skoaz olifant dezhañ e-lec'h an hini a oa bet debret gant Demeter, an hini nemetañ n'en doa ket anavezet peseurt boued e oa o tebriñ. Hervez ar vojenn e chomas e ziskennidi gant ur merk gwenn ouzh o skoaz.

Eromenos (pe serc'heg) e voe d'an doue Poseidon. Tad e oa da C'hrysippos, Thyestes hag Atreüs.

Enoret e oa en Olympia, ha warnañ eo diazezet mojenn krouidigezh ar C'hoarioù olimpek e Peloponnesos, bro Pelops, da lavarout eo eztaoladenn bouezusañ unvaniezh an Hellened, tud Hellaz.