Eromenos
En Aten en Henc'hres e raed eromenos (henc'hresianeg :ἐρώμενος eromenos, liester : eromenoi) eus ur c'hrennard a oa serc'heg ur gwaz a veze graet an anv erastes (ἐραστής) anezhañ, .
An anv
kemmañKemm a rae ar ger hervez ar polis (ar gêr). En Aten e veze graet paidika eus an eromenos ivez. E Sparta e oa aites (selaouer). E Kreta e oa kleinos (klodus) ar grennarded, ha p'o deveze kemeret perzh en un emgann gant o serc'heg e oant parastathenes (unan a zo e-kichen).
Oad
kemmañEromenos e c'halle ur c'hrennard bout adalek ma teue e-maez eus karter ar merc'hed, ar gynaikeia, evit mont d'ar palaistra, ma veze roet dezhañ stummadur a gorf hag a spered.
Ur statud kevredigezhel anavezet e oa eta, met ne dalveze nemet e metoù an noblañsed, ar varc'hegeion pe Κουρῆτες Kourễtes, ha ne oa ket en holl renkadoù ar gevredigezh.
Pa zeue barv war elgezh ar c'hrennard e oa echu dezhañ bout eromenos.