Faethon
- Evit an evn, gwelet Faeton
Faethon (Φαέθων e gregach) a oa mab da Helios ha d'an Okeanidenn Klymene (pe da v-Merope hervez oberourien zo) e mojennoù Hellaz kozh.
E anv
kemmañEvel-henn e veze skrivet e anv e gregach: Φαέθων, Phaéthôn a vez distaget, ha talvout a ra kement hag « an hini skedus ».
Mojenn
kemmañPlijout a rae dezhañ fougeal dirak ar yaouankizoù abalamour ma oa mab da Helios, an Heol. Bemdez e tiskoueze redadenn karr e dad en neñvoù. Re a lorc'h ennañ, ha dre ma vourre o fougeal gant e dad doue, e voe goulennet digantañ prouiñ pezh a lavare. Mont a reas neuze da gaout e dad, a brometas, en anv ar Styks, reiñ dezhañ e c'hoant, ne vern petra e vije. Ha Faeton da c'houlenn digant e dad ma vije laosket da gas e garr hag e gezeg un devezh-pad. Hag an tad, en devoa prometet en anv ar Styks, a rankas plegañ. Met ken nerzhus e oa ar c'hezeg ma ne c'halle ket un den marvel evel Faethon o c'has dizamant. En aner e klaskas Helios dizaliañ e vab da gas e garr.
Na 'vit se! Pennek ha disent evel ma oar ur paotr yaouank bezañ e savas Faethon e karr e dad hag e tapas krog er rañjennoù. Ha ne oa ket evit kas ar stern gezeg evel ma oa dleet: mont a rae an anevaled a-hed hag a-dreuz, oc'h ober reuz ha freuz dre lec'h ma tremenent, hag o kinnig freuzañ ar bed en e bezh. Pa welas Zeus an dizurzh lakaet gant ar paotr diboell e voe pulluc'het evit mirout ouzh gwazh. Distrujet e voe ar c'harr ha skoet korf Phaethon er stêr Eridanos, a zo anavezet evel ar Po en hon amzer.
E c'hoarezed, an Heliadezed, ha n'ehanent ket da ouelañ dezhañ, a voe troet e gwez pupli, hag e vreur Kyknos a voe troet en alarc'h.
Gwelet gant an arzourion
kemmañ- Gant Jean-Baptiste Lully e voe savet un drajedienn war gan anvet Phaethon ;
- Gant Camille Saint-Saëns e voe savet ur barzhoneg simfonek a vez graet Phaethon anezhañ.
- Taolennoù anavezet gant Rubens, Moreau.